Diaes eo bet d’an Telethon

Communiqué de presse publié le 13/12/10 11:23 dans Langues de Bretagne par Gwenael Dage pour Gwenael Dage
https://abp.bzh/thumbs/20/20829/20829_1.jpg
300 objed liesseurt a oa lakaet e gwerzh e sal an ti-kêr e Laz

Bep miz Kerzu, abaoe 23 bloaz, e vez buhez er vro a-drugarez d'an Telethon. Startoc'h eo bet ar bloaz-mañ, abalamour d'an amzer fall dreist-holl.


Gant 84 076 371 € prometet e-korf an dibenn-sizhun diwezhañ, e weler mat e koll nerzh an Telethon abaoe un nebeud bloavezhioù : 17 % digresk en ur ober pevar bloaz. Warlene e oa bet tamallet komzoù Pierre Bergé, ar bloaz-mañ an amzer fall hag ar gib Davis. Peadra zo aze da studiañ a-benn kompren penaos aozañ an dazont. Ne guzh ket Laurence Tiennot-Herment, prezidantez an AFM, e vo dav d'he aozadur krennañ war an enklaskerezh a vez arc'hantaouet bep bloaz.

E Breizh e seblant an dud derc'hel gant o skoazell, e doareoù disheñvel hervez ar greizenn-genurzhiañ : kresk bihan en Naoned, digresk bihan a 4 % en Arvor (56), a 11 % e Roazhon, met brasoc'h koll e bro Montroulez (- 40 %) dre ma n'eo ket bet digor an dastum a-hed ar c'houlzad. En holl o deus roet ar Vretoned ur sammad a 2 696 140 €.


Arc'hant ha buhez

Ouzhpenn d'an dastum arc'hant e talvez an Telethon da reiñ buhez da gumunioù zo ivez. E Laz, a-hed ar bloaz, e vez ur skipailh dek pe daouzek den oc'h aozañ bitrakoù a bep seurt, poupigoù feur, taolennoù livet, horolajoù pe c'hoazh kludoù evit al laboused a vo gwerzhet e miz Kerzu. E sal an ti-kêr e oa bodet un 300 tra bennak. Lod kaer zo bet gwerzhet evit rastellat war-dro 6 000 €. “Kresk zo bet ar bloaz-mañ a-drugarez da Internet” eme Eliane Piquet, animatourez ar strollad, o tisplegañ o deus kavet he c'heneiled un heklev nevez d'o labour gant ar genrouedad.

E korn-bro Gwitalmeze zo bet dastumet ouzhpenn 15 000 € a-drugarez d'ur bern oberiantizoù kaset da benn er c'hwec'h kumun kevredet. En o zouez an 20 000 krampouezhenn fardet ha gwerzhet. En o zouez ivez an abadenn e brezhoneg aozet e sal an Arcadie, leun a 400 arvester er bloaz-mañ. War al leurenn, kanaouennoù ha kontadennoù e brezhoneg, gant ur 120 den bennak.

Staliet mat eo ar gouel e Bro-Leon. Un digarez e vez da lakaat an dud da gejañ an eil gant egile alies. Ha padout a raio, sur, en desped d'an nebeutoc'h a verzh war dachenn Bro-Frañs. E bro an aberioù eo sklaer an traoù dija. E Sant-Pabu e vo dalc'het ar gouel e 2011.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 7 ?