En nevezamzer 2009 ez ae kuit Gwennole ar Menn, bet enklasker er CNRS e-pad meur a vloaz. Unan eus gwellañ gouizeien ar brezhoneg koulz e diakroniezh hag e señkroniezh. Test da gement-se e labourioù niverus embannet er c'helaouennoù skiantel brudetañ (evel Etudes Celtiques) met ivez e stumm levrioù embannet gantañ en e zastumad Skol. En dastumad diwezhañ-mañ en devoa embannet Supplément inédit au Dictionnaire vannetais d'Emile Ernault e dibenn 2008 (div levrenn). Da geñver al labour embann-se en devoa bodet 11 den a-benn kenlabourat hag eskemm o skiant war an hevelep tachenn, lec'h ar gwenedeg e brezhoneg. Evel skiantour en devoa diskouezet an hent da veur hini : bezañ uvel ha gouzout kenlabourat gant tud a bep seurt.
Sede, a-benn lidañ ar c'henlabour-se e vo aozet un devezh studi en-dro d'ar brezhoneg gant Kerlenn Sten Kidna, Ti Douar Alré ha Kevrenn ar brezhoneg Roazhon 2. Tro a vo da selaou prezegennoù diwar-benn al labourioù kaset da benn gant kenlabourerien diwezhañ Gwennole ar Menn.
Troet e vo holl ar c'haozioù e galleg war-bouez tokarnioù Ofis Publik ar Brezhoneg.
Aozerion : Ti Douar Alré, Kerlenn Sten Kidna ha Kevrenn ar brezhoneg-Roazhon 2
Lec'h : Kreizenn sevenadurel Terraqué
Adal 9e30 betak 5e g.m.
Darempred : Ronan Stéphan d'ar 06 58 97 15 93
Mail : tidouaralre@gmail.com
Digoust – 100 plas d'ar muiañ
■