Devezh prederiañ hag ober ba Gwened

Chronique publié le 9/09/17 19:42 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

80 a dud bodet, blev gris ha gwenn, met an hevelep c'hoant : lakaat an traoù da vont war raok.

Aozet mat e oa ar c'hendiviz, daoust d'ar brezhoneg implijet re nebeut gant an dud war al leurenn. Politikerezh yezh, Kernitron al Lann, Tafta-Ceta, unvaniezh Breizh, Ekonomiezh ar vro, stad an traoù e bro Korsika gant François Alfonsi, hag ur c'hendiviz evit klask an doare da vout efedus aozet gant Yvon Olivier.

Evit ar pezh a sell ouzh ar yezh, kalzig a draoù a zo bet lavaret : skoazell ar skolaerien hag ar gelennerien evit ur yezh a galite hag ur c'henlabour efedus gant ur stummadur dibaouez (n'eus stummadur ebet ken e deskadurezh katolik), ar soubidigezh evit holl vugale Breizh e skol vamm, forzh peseurt hentenn e vefe, sikour an dud a zo skiant prenet evit ma chomfent war ar vichet ha ganto e vefe treuzkaset an danvez dastumet ganto. Evit ar postoù «skornet», daoust d'an diskoulm a zo bet kavet, e chom bresk-tre an traoù.

Preder da genderc'hel evit ma ne vefe ket tud o kuitaat ar vicher kelenner e brezhoneg, evit ma ne vefe ket ur yezh paour ha treut treuzkaset er skolioù...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 9 ?