Priz kentañ eil gonkour bannoù treset Fea a zo aet gant Tinaig le Cor, gourc'hemennoù dezhi !
Bannoù treset e bro Euskadi : daouzeg embannet pep bloaz en euskareg, n'int ket troidigezhioù anezho, n'int ket o tont eus lec'h all. Skrivet, treset, ha produet er vro.
E Breizh : troidigezhioù, «Paotr Louarn» ar bloaz-mañ, labour «Nadoz Vor» gant div vandenn dreset. Ha tud a grou e brezhoneg, emit-hu ?
Skolajidi Plijidi, ya, ha ' benn bloaz, muioc'h a dud ?
Evit prientiñ an distro-skol, deoc'h eo da c'houzout e vo brudet muioc'h ar genstrivadeg,ha m'ho peus c'hoant kemer lañs, setu ar pezh a vo d'ober :
- tresañ ha skrivañ un istor ur bajennad, evel an daou vloaz paseet
- dibab (h)e istor pe kemer ul lodenn eus romantoù Ewen Jacq (3 levr «Chase Vaeleg» pe an hini nevez, «Beaj Lakvern»)
- kas e pdf ar blankenn da afea@laposte.net, a-raok ar c'hentañ a viz Mae 2016.
Prizioù : 200 euro evit ar c'hentañ priz, 100 evit an eil.
Ar pal a vefe embann e 2016 pe 2017 un albom gant bannoù treset ur bajennad kroueet e brezhoneg. Ha ma vefe an huñvre-mañ o vont da wir ?
■