Salud deoc'h holl !
Leun eo ur c'harr-boutin 40 plas evit poent. Daou marteze ? Unan brasoc'h d'an nebeutañ a vo (54 flas). Setu ar c'hinnig diwezhañ eo evit dont ganeomp. Respont gortozet a-benn an 21 a viz C'hwevrer, goude an deiziad-mañ e vo re ziwezhat evit dont ganeomp er bus (met pas evit mont oc'h unan betek Baiona).
Loc'han d'ar Gwener noz 22/03 - Distro d'al Lun mintin (abred) 25/03
Erruout a raio ar c'hirri-boutin abred a-walc'h d'ar Sadorn vintin. Amzer vak evit pep hini betek 6e noz. War-lerc'h ez omp pedet da vont da redek e Donostia d'ar sadorn da noz (war-dro 8e30) ha da vont da bakañ ur banne (pe ouzhpenn) e kreiz-kêr kozh Donostia. Lod a oar eus petra e komzomp, ar re all a zizoloio ! :)
Evit degouezh ar C'horrika e Baiona eo bet raktreset un hentad 11 km evit ar re galonek betek er fin war dro 12e30 ! Tu vo deomp mont war droad e lec'h ma vo hor c'hm deomp-ni. Plijadur bras vo goude : dañsoù, sonadegoù, gouelioù e pep lec'h betek eur hon distro, war dro 6 eur.
Priz : 50 ¤/den, beaj + bod.
Kousket a raimp e-maez eus Baiona, o peuraozañ an traoù emaomp.
Respontit buan, ha da c'hortoz, na zisoñjit ket pleustriñ da redek !
Ken ar c'hentañ !
M'ho peus ezhomm, kit e darempred gant Katelin, Kenurzhierez ar Redadeg : darempred@ar-redadeg.org / 09 61 20 26 11 / 06 71 23 36 42
--- Salaün Holidays, hor c'heveler ofisiel ---
Tri vicher : beajaozour (Tour operator), gwazour beajoù, treuzdougen dre girri-boutin.
Ouzhpenn 80 bloavezh a skiant-prenet – 710 kenbourer, lod vrasañ e Breizh hag e Pen-ar-bed – 115 ajañs-beaj – 199 000 pratik e 2012 – 180 karr-boutin ha mini karr-boutin.
www.salaun-holidays.com - (voir le site)
■