Deuit da di-gar Plouared disul ! Venez dimanche en gare de Plouaret !

Communiqué de presse publié le 16/10/14 23:51 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/35/35408/35408_1.jpg

Kemennadenn en div yezh - Communiqué bilingue

LID-DIGERIÑ AN DISKOUEZADEG “AR BREZHONEG WAR AN HENT MAT!”

D'AR SUL 19 A VIZ HERE DA 3 EUR G.K. E TI-GAR PLOUARED

Ne ouier ket c'hoazh hag ur plas dereat a vo roet d'ar brezhoneg e ti-gar nevez Plouared… daoust d'al labourioù bezañ damachu ennañ ha daoust d'ar goulennoù stank a zo bet savet gant an SNCF, RFF ha kuzul-rannvro Breizh. Pannelerezhioù en div yezh par-ouzh-par a zo ret da nebeutañ, kuit da zismegañsiñ yezh ar vro hag an dud a ra ganti.

Ai'ta ! ne soursi ket kalz ouzh ar stummoù klasel a blij betek re d'an embregerezhioù bras ha d'ar strollegezhioù foran. Abalamour da se eo laouen ar strollad d'ho pediñ e lid-digeriñ an diskouezadeg « Ar brezhoneg war an hent mat ! ». Enni e vo kinniget oberennoù arzel deus ar c'hentañ troc'h, divyezhek hag aezet d'ober gante, hag a vez gwelet dibaoe nevez 'zo e tier-gar 'zo deus Breizh ha deus broioù all.

Ar pezh a vo staliet e Plouared a servijo da skouer evit an holl dier-gar bras a vo kempennet a-benn nebeut e Breizh ! Pediñ a reomp an holl dud hag a fell dezhe gwelet an divyezhegezh galleg-brezhoneg bleuniañ e tier-gar ar vro d'en em gavout stank-ha-stank ganimp. Emgav disul da 3 eur goude kreisteiz.

---

VERNISSAGE DE L'EXPOSITION « LE BRETON SUR LA BONNE VOIE !» DIMANCHE 19 OCTOBRE À 15H EN GARE DE PLOUARET.

En dépit des demandes répétées faites à la direction de la SNCF, à Réseau Ferré de France et à la Région Bretagne, la fin des travaux de rénovation de la gare de Plouaret-Trégor approche à grande vitesse sans que l'on sache encore si la langue bretonne et ses locuteurs seront respectés avec, au minimum, l'installation d'une signalétique entièrement bilingue et paritaire.

Tranchant avec le classicisme frileux des grandes entreprises et des pouvoirs publics, le collectif Ai'ta ! est heureux de vous inviter dimanche prochain au vernissage de l'exposition « Le breton sur la bonne voie !» qui présente une série d'½uvres d'art bilingues et fonctionnelles visibles depuis quelques temps dans d'autres gares de Bretagne et d'ailleurs.

Il est prévu que la gare de Plouaret serve de référence à ce sujet pour l'ensemble des rénovations de gares TGV à venir en Bretagne ! Toutes les personnes soucieuses de la prise en compte de ce courant avant-gardiste que constitue le bilinguisme français-breton dans nos gares sont donc invitées à participer nombreuses aux vernissage de cette exposition qui aura lieu dimanche à 15h.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?