Deuet eo er-maez "An dourvarc'h na ouie ket neuial"

Annonce publié le 6/02/24 15:54 dans Littérature par Kuzul ar Brezhoneg pour Kuzul ar Brezhoneg
https://abp.bzh/thumbs/59/59105/59105_1.jpg
Golo "An dourvarc'h na ouie ket neuial"

Setu deuet er-maez e ti An Alarc'h ul levr nevez evit ar vugale etre 2 hag 8 bloaz, «An Dourvarc'h na ouie ket neuial». Savet eo bet an istor e brezhoneg gant Jakez Segalen; an tresadennoù moutik ha fentus zo gant Chloé Garel-Delval.

E Bro-Genya e oa ur bagad dourvarc’hed o vevañ sioulik-kaer, hag o flijadur a oa mont d’ar stêr vras da zistanañ. Met pebezh souezhadenn pa c’hanas Peskennig : ne ouie ket an dourvarc’h bihan neuial ! Biskoazh kemend-all ! Glac’haret e oa al loenig ha nec’het-bras e vamm. Penaos e c’hellje an hini bihan talañ ouzh al loened gouez ? Penaos e kavje e blas e-touez an dourvarc’hed all ? Neuze e tibabas Peskennig mont gant un hent dic’hortoz a-walc’h, hag e tiskouezas ne oa ket mezhus bezañ disheñvel diouzh ar re all…


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 0 ?