Desketa, ur benveg nevez evit deskiñ brezhoneg !

Annonce publié le 4/07/24 12:57 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/70/70613/70613_1.png
Atersaet eo bet Paul molac ha Loïg Chesnais-Girard, prezidant rannvro Breizh.
Desketa, ur benveg digoust evit deskiñ brezhoneg / Un outil gratuit pour apprendre le breton ! (984 vues)

Kalz a dud a fell dezhe deskiñ brezhoneg, met n'eo ket aes-aes kavout an amzer, ul lec'h pe kemer mizioù evit splujañ 'barzh.

Evit kregiñ gant ar yezh, ez eus bet ijinet gant ar rannvro hag ofis publik ar brezhoneg, ur benveg nevez.

«https://www.brezhoweb.bzh/Desketa-benveg-digoust-evit-deski-brezhoneg-munud-breizh_fiche_4422.html» target=«_blank»>Desketa, 'zo ul lec'hienn internet digoust a lako ac’hanoc’h d'ober anaoudegezh gant ar yezh en un doare simpl.

Petra eo pal ar rannvro gant ar benveg-se, ha petra 'soñj aktourien all ar metoù-se, evel ur greizenn stummañ ?

Dewi 'zo bet oc'h ober un tamm tro evit klask pelloc'h !

Gellout a rit adkavout Desketa «https://desketa.bzh/» target=«_blank»>o klikañ amañ ha sellet ouzh ar video «https://www.brezhoweb.bzh/Desketa-benveg-digoust-evit-deski-brezhoneg-munud-breizh_fiche_4422.html» target=«_blank»>o klikañ amañ !


Vos commentaires :
J-Y Kervarc'heg
Vendredi 22 novembre 2024
N'eus ket pell zo eo bet lañset Desketa ur benveg nevez... (strizh ar rener)
N'eus ket pell zo ez eus [zo]* bet roet lañs d'ur benveg nevez anvet Desketa. (amstrizh ar rener)
Roet ez eus [zo]* bet lañs d'ur benveg nevez Desketa e anv. (amstrizh ar rener)
Lañset ez eus [zo]* bet ur benveg nevez anvet Desketa. (amstrizh ar rener)
Lañset eo bet Desketa ur benveg nevez ...(strizh ar rener)
* «ez eus» a vez distaget «zo»

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 5 ?