Desk/Kelenn : ur skoazell arc’hant evit dont da vezañ kelenner divyezhek pe kelenner war ar brezh

Communiqué de presse publié le 28/03/12 16:46 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/25/25323/25323_1.jpg

« Desk / kelenn » zo ur skoazell hiniennel roet gant Kuzul-rannvro Breizh ha Kuzulioù-departamant Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan evit ar re zo e soñj mont da gelennerien zivyezhek galleg/brezhoneg pe da gelennerien war ar brezhoneg pe ar gallaoueg. Digant Ofis Publik ar Brezhoneg e ranker goulenn an teulioù emstrivañ diwar vremañ ha dezhañ e rankont bezañ adkaset.

Desk / kelenn » a vo grataet d'ar gelennerien unyezhek o deus bet un ehan-stummañ evit mont da gelenner divyezhek ha d'ar re o deus tapet un aotreegezh pe ur Master hag a fell dezho kelenn e brezhoneg pe kelenn ar brezhoneg pe ar gallaoueg. An dud a fell dezho cheñch micher hag a zo aotreet da heuliañ ur stummadur dibaouez a c'hell lakaat o anv gant m'o deus graet o soñj dont da vezañ kelenner divyezhek pe kelenner war ar brezhoneg pe ar gallaoueg.

An dud-se a rank bezañ enskrivet en ur stummadur brezhoneg d'an daoulamm a bad 6 miz ha/pe 3 miz en unan eus ar c'hreizennoù stummañ da-heul : Kelenn, Mervent, Roudour, Skol an Emsav, Stumdi, UCO (Aradon ha Gwengamp).

Da 3.000 euro e sav sammad ar skoazell evit ar stummadurioù hir (6 miz). Gant ar Rannvro e vez roet an diforc'h zo etre ar sammad uhelañ (3.000 €) ha skoazell an departamant (Penn-ar-Bed ha Mor-Bihan) d'an degemererien.

Ma n'eus yalc'had ebet gant an departamant n'ay ket yalc'had ar Rannvro en tu-hont da 2 500 euro.

Da 1 500 euro e sav ar skoazell evit ar stummadur 3 miz.

Evit goulenn ho teuliad, trugarez da vont e darempred gant Ofis Publik ar Brezhoneg : desk@ofis-bzh.org / 02 41 54 48 35


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 2 ?