DEOMP DE’I 2013 : daou zevezh preder diwar-benn dazont ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Communiqué de presse publié le 8/01/13 15:25 dans Langues de Bretagne par Tangi Louarn pour Tangi Louarn

DEOMP DE'I 2013 : daou zevezh preder diwar-benn dazont ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Tost bloaz 'zo, ouzhpenn 60 000 den o doa kemeret perzh e manifestadegoù evit ar yezhoù rannvro e Bro-C'hall a-bezh. Deuet e oa 12 000 den da vanifestiñ e Kemper.

Dilennet zo bet ur Prezidant nevez abaoe, promesaoù zo bet graet ha kadarnaet. Ha dalc'het e vo dezho ? Hiziv an deiz eo diaes bezañ gwellweler. Met mod pe vod eo erru poent mont donoc'h en hor preder war ar pezh a vo plas ar brezhoneg hag ar gallaoueg er gevredigezh warc'hoazh.

Cheñchet eo stad hor yezhoù abaoe ouzhpenn 30 vloaz. Gwelloc'h degemer vez graet dezho gant ar gevredigezh vreizhat, met buan ez a o implij war zigresk. Ar pouez zo bet roet d'ar skolioù, da skouer. Dre se eo bet krouet Diwan hag ar c'hlasoù divyezhek en Deskadurezh stad hag er skolioù prevez katolik. Met ne vo ket a-walc'h evit cheñch tu d'al lusk. Petra ranker ober evit mont war-raok ? Spisverkoù a-bouez zo bet savet gant Bro Euskadi ar Su evit respont d'ar goulennoù pennañ. Ret groñs eo deomp ober kement-all ma fell deomp reiñ en-dro ur vuhez sokial d'hor yezhoù.

Evit prederiañ war ar poent-se zo bet savet gant Kevre Breizh un tabut war ar Rouedad a gas da zaou zevezh preder d'an 19 ha 20 a viz Genver 2013 e Karaez. En tabutoù digor d'an holl e vo eskemmet diwar-benn ar pezh a fell deomp reiñ d'hor yezhoù, e-keñver tri ahel :

• Penaos adperc'hennañ hor yezhoù ?

• An darempredoù gant ar politikerezh

• Yezh ha tiriadelezh.

Ar pal n'eo ket sevel ur roll arc'hadurioù nevez pe goulenn ul lezenn nevez evit ar yezhoù rannvro, labouret e vo war raktres ur framm kempoell d'an holl obererezhioù a c'hellimp kas da benn evit hor yezhoù.

Dalc'het e vo an devezhioù-se e Kreizenn Lojañ Kerampuilh, e Karaez, d'ar Sadorn 19 a viz Genver, adalek 14e betek ha d'ar Sul 20 goude-merenn. Digor eo d'an holl.

Titouroù hag enskrivadurioù : lec'hienn : (voir le site)

Pe : Kevre Breizh

9 straed / rue la Tour d'Auvergne 292701 Karaez / Carhaix

kevre.breizh@orange.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 1 ?