Delwenn Anjela Duval war blasenn ar C'Houerc'had

Appel publié le 28/08/11 17:16 dans Cultures par Anna Jaouen pour Anna Jaouen
https://abp.bzh/thumbs/23/23033/23033_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/23/23033/23033_2.jpg
Roland Carrée kizeller.

Ar gevredigezh sevenadurel « Chas Plasenn Anjela-Duval » zo gant ar c'hoant dastum arc'hant awalc'h evit dont a benn da sevel un delwenn en enor da Anjela, a vent dezhi war greiz plasenn ar C'houerc'had. Anjela Duval, aet d'an anaon tregont vloaz 'zo.

Gant ar spi e vo brokus ha brokusoc'h c'hoazh an dud 'b'ar vro !

Rak labour ar piker mein 'zo hir-padus ha poanius awalc'h. Ret mat e vo paeañ anezhañ !

Bremañ gant ma lakao pep hini e damm, tamm ha tamm e vo kizellet Anjela en un tamm 'barzh ur maen-greun o tont eus an Uhelgoad.

Ho chekenn a zo da gas d'ar gevredigezh « Chas Plasenn Anjela-Duval », 4 plasenn Louis-Massignon, 22420 Ar C'houerc'had.

(Goulennit ur guitañs evit un didennadur kemedel a 66 %).

Trugarez vras deoc'h !

Gant va gwellañ gourc'hemennoù,

Anna Jaouen, sekretourez ar gevredigezh «Chas plasenn Anjela-Duval»

Al lid en enor da Anjela a vo dalc'het d'ar sul 6 a viz Du 2011, er C'houerc'had.

(Anjela zo aet d'an anaon d'ar 7 a viz Du 1981).

Roland Carrée, a orin eus Loudieg, a zo ar c'hizeller.


Vos commentaires :
Miossec Jean-Claude
Jeudi 14 novembre 2024

Ce charabia ne fait honneur, ni à A.Duval, ni à la langue bretonne, ni à la Bretagne. Il vaudrait mieux se renseigner et être corrigé avant d'écrire
un tel texte....... Surtout quand on veut faire des adeptes d'un projet qu'A.Duval, elle-même, n'aurait sans doute pas souhaité....

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 0 ?