Dek levr nevez dindan dek miz amzer

Papier publié le 13/07/19 19:29 dans Littérature par Tepod Mab Kerlevenez pour Tepod Mab Kerlevenez
https://abp.bzh/thumbs/48/48419/48419_1.jpg
Un arsell prim eus an dek levr kentañ bet embannet gant Ar Gouloù Gwenn.

Disklêriet e miz C'hwevrer ez-ofisiel hepken, emañ ar gelaouenn nevez Ar Gouloù Gwenn oc'h ober he zoull goustad. An trede niverenn (Mae-Mezheven) a zo deuet er-maez e-kreiz miz Mezheven, un troc'h a vo e-pad an hañv hag e adstagimp ganti evit an niverenn 4 e Gwengolo-Here.

En tu-hont d'ar gelaouenn, a glaskomp c'hoazh kenskriverien dezhi, ez eus al levrioù bet embannet dindan talbenn Ar Gouloù Gwenn : Un torkad barzhonegoù, daou gaier kanaouennoù (traoù boutin a-walc'h marteze en hor yezh nemet aze omp bet o kantren e bed tarzhus ar vrogarantez !), un arnodskrid politikel, un istor eus ar brezhoneg (unan eus ar re gentañ ha na vefe ket gallek pe saozneg ?), Sketla Segobrani adskrivet e peurunvan (tremen poent e oa !), un dielfennadenn eus ar Sketla (hon eus spi e vo deuet-mat gant al lennerien rak gwir eo n'eo ket aes bepred kompren al levr-se), ha dreist pep tra marteze levrenn gentañ mell Istor Breizh Arthur le Moyne de la Borderie, bet troet e brezhoneg gant aket Tepod Mab Kerlevenez (a glaskomp un adlenner diwezhañ evitañ - barrek hag a-youl-vat - a-raok gallout e embann foran !)

Dek levr nevez war ar marc'had ar brezhoneg eta, embannet tamm ha tamm abaoe Gwengolo tremenet. An holl levrioù-se a c'heller kavout da brenañ war lec'hienn www.lulu.com, pa glasker ar gerioù-alc'hwez-mañ : «Tepod Mab Kerlevenez» ; «Ar Gouloù Gwenn» ; «Sketla Segobrani». Lulu.com a zo ul lec'hienn digoust ma c'hall an dud embann ar pezh a reont ha gwerzhañ war-eeun d'ar brenerien, hag un niverenn ISNB a vez roet da bep oberenn evit ma vo diwallet ar gwirioù anezhi.

Ul lec'hienn internet Ar Gouloù Gwenn a zo war ar stern ivez ha drezi e c'hellimp kehentiñ gant Breizh hag ar Bed dre hor mouezh-ni, ha da adkavout warni a vo niverennoù kozh ar gelaouenn, koulz hag al levrioù embannet ganeomp.

Joa deoc'h ha ken ar c'hentañ !

Tepod Mab Kerlevenez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 6 ?