Degouezhet eo ar redadeg, goude 1200 km a hent

Rapport publié le 15/05/10 23:18 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/18/18291/18291_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/18/18291/18291_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/18/18291/18291_3.jpg
Lena Louarn eil prezidantez ar rannvro gant Yann Mikael Ar Baraer (e-karg deus ar sevenadur er Rannvro) pa oa ar redadeg o erruout e Pondi.
fu2r5oi6wtgr8ukc.mp4, 994f75d25ii2kqzt.mp4

Bagad Pondi o seniñ ton ar redadeg, ha rederien deuet da vezañ sioul o kerzhout goustad a-dreñv dezhañ. Goude ur barrad glav eo deuet en dro an heol ha kroget gant prezegennoù Lena, pennoù bras, ha Goulc'han Kervella o kemer ar gomz evit lenn ar pezh a zo bet douget en ur vazh-test gant 1200 reder disheñvel a-hed an hent.

Ur sapre labour skipailh a zo bet kaset gant tout an dud o deus redet, aozet, prientet, n'eus nemet e bedoù bihan evel hini ar brezhoneg e c'hellfer kavout kement a ijin hag a startijenn evit kas seurt raktres da benn.

Pep hini a gonte un istor d'egile : «gouloù deiz war lenn Brennilis da 3 eur vintin, pegen brav ... »,c'hoarzhadegoù e leizh, c'hoarhz ha daeroù mesket. Ur bern tud yaouank, lorc'h enno da vezañ redet a gonte d'an holl pet km o doa redet.

Ramoneurs de menhirs, Dom Duff, Lou-Jakez Suignard, ha fest-noz da heul. Klozet oa bet mat ar pezh mell darvoud-se, ijinet gant Jean-Michel Saner, a oa c'hoazh o werzhañ tee-shirtoù ar redadeg da 11 eur noz dirak dor ar fest-noz ...

Gourc'hemennoù d'an holl o deus kaset ar Redadeg 2010 !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 1 ?