David Ar Gall ha Laurence Lavrand Priz ar Yaouankiz 6vet/5vet 2016

Compte rendu publié le 21/06/16 21:10 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/40/40419/40419_1.jpg
PAV 2016

Evit pep hini anezho e oa ar romant kentañ evit Priz ar Yaouankiz, daoust dezho bout skrivagner abaoe pell...

David Ar Gall, «Gabriel Goubin» e anv bluenn, a zo kelenner e skolaj Diwan Gwened. Kontet en doa istor ur paotr yaouank, sot gant ar bigi, war bourzh ur vag morlaeron. Un doare «Les clients du bon chien jaune», aes da lenn ha skrivet brav e brezhoneg Gwened flour.

Gant Laurence Lavrand oa bet skrivet «Loeiza», istor ur plac'hig oc'h erruout e Mayotte, etre Madagaskar hag an Afrika. Buhez pemdez ur skolaj gall en ur vro e lec'h n'eus koulz amzer ebet hag e lec'h e vez repuidi e leiz oc'h erruout, ha mammoù trizeg bloaz...

5 skolaj ha lise o doa kemeret perzh ; Kewen, skolaj Henri Wallon Lann er ster, lise Jean Macé Lann er stêr, skolaj Diwan Gwened, Skolaj Diwan Gwiseni, lise Diwan Karaez.

Evit ar re vras, Ewen Jacq a zo bet trec'h evit an eilvet gwech gant «Beaj Lakvern» heuliet gant Jakez Erwan Mouton evit «Morgazh». E skolaj Gwened e oa bet plijet-tre ar baotred gant romant polis Jakez Erwan.

Trugarez vras d'ar gelennerien o doa lakaet ar re yaouank da lenn ha da gompren an istor. Moaien zo ivez da selaou ar romantoù, da bellgargañ, pe da selaou war eeun war bajenn keit vimp bev, o klikañ war golo al levr.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 4 ?