Dastumad danevelloù ar c'hantved !

Présentation de livre publié le 23/10/11 14:21 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23595/23595_1.jpg

Setu bodet evit ar wech kentañ en un dastumad 16 danevell, klasel evit lod ha nevesoc'h evit lod all, Gant al levr-mañ e c'hello al lennerien ober un tañva eus meur a skrivagner, eus Jakez Riou da David ar Gall. Moarvat, ouzhpenn plijout d'ar re a gar al lennegezh en he stummoù berr, e vo talvoudus ivez d'ar gelennerien skolajoù, liseoù, kentelioù-noz pe skolioù-meur.

Lavaret e vez e vefe 200 daneveller(ez) e Breizh. Gwir eo n'eo ket diaes da Ya! kavout ur skrivagner pep sizhun, danevellerien a-feson zo e Breizh, brezhonegerien dreist-holl.

Abalamour da betra ? Skrivañ buan, peogwir n'eus ket amzer d'ar paourkaezh Yann pe Marjan brezhoneger(ez) skrivañ un oberenn veur ? Pe peogwir eo an danevell un arzh a-vremañ, lennet en un ti-gar, war un urzhiataer, buan, hag a glot gant spered ar yezh evel e Breizh-Veur ?

Sevenet e oa bet al labour kentañ gant ar gevredigezh féa hag a ra war-dro Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale, ha sikouret e oa bet gant ar Rannvro, evit stummañ skrivagnerien dre aozañ stalioù skritur. Ur benveg a feson e vo !

Pelloc'h e oa bet féa gant he raktres : evit ma c'hellfe an nannbrezhonegerien kaout ivez un tañva eus lennegezh ar vro e oa bet divizet kinnig un embannadur e galleg. Labouret o doa tud Féa gant Mich Beyer, troourez an holl zanevelloù. Graet eo bet al labour embann en div yezh gant An Alarc'h.

«Karavell» a vo e Gouel al levrioù e Karaez. Ha neuze, n'eo ket ul levr met daou a vo neuze kinniget d'an dud !

Evel Atxaga e Bro Euskadi, Biancarelli e Bro Gorsika, setu evit ar wech kentañ danevelloù hor bro prest evit bezañ dizoloet gant an holl, brezhonegerien pe nannbrezhonegerien)

Danevelloù ha skrivagnerien :

- Prometheus ereet, Jakez Riou

- An amprevan ne c'halled ket lazhañ, Roparz Hemon

- Noblañs, Jakez Konan

- Da rouz an noz, Per Denez

- Re ziwezhat, Goulc'han Kervella

- Lagad an targarzh, Yann Gervern

- Lastez, Jef Fulup

- Kuzh-heol e Santez Anna, Herve Bihan

- Lionel Keraotret, Daniel an Doujet

- Div zelwenn, Alan Botrel

- Game over, David ar Gall

- Unan bennak evit Suzan, Maguy Kerizit

- Tsunami, Annaig Renault

- Enklask, Yann-Fulub Dupuy

- El loar c'hlas gant Falc'hun Melen, Lan Tangi

- Nozvezh wenn, Mai Ewen


Vos commentaires :
François Corre
Dimanche 22 décembre 2024
Klasel evit lod pe lod anezho klasel ?
Bep sizhun pe pep sizhun ?
Un arzh pe un arz (ne ouien ket e vez gwerzhet levrioù enno ul loen ken dañjerus) ?

Bouëtté Yvon
Dimanche 22 décembre 2024
Bonjour.
J'ai lu ce recueil de nouvelles en français, désolé...mais j'ai beaucoup aimé :
Voir le site
A bientôt.
Yvon

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?