Daou votadeg nevez d'an 8 a viz C'Hwevrer ! E Saoudan ha Langoed evit adunvaniñ Breizh

Agenda publié le 31/01/15 15:16 dans La réunification par Jonathan Guillaume pour Jonathan Guillaume
https://abp.bzh/thumbs/36/36374/36374_1.jpg
Votadegoù e Saoudan ha Langoed d'an 8 a viz C'Hevrer 2015.

Votadegoù nevez a vo dalc'het e Saoudan (2.000 annezad, 44) ha Langoed (600 annezad, 35) d'an 8 a viz C'Hwevrer, goude bezañ aozet an hini gentañ e Sant-Widel (44) d'an 30 a viz Du 2014 (1). Mat-tre e oa bet an disoc'hoù, pa oa deuet 20 % eus ar boblañs da votiñ, hag en o zouez 75 % o sevel a-du evit adstagañ Liger-Atlantel da Vreizh.

Fellout a ra d'ar gensavenn Dibab-Décidez la Bretagne trugarekaat an annezidi o deus labouret start evit gwelet ar votadegoù dont da wir en o c'humun. Dre an ober-se e kasont war-raok an demokratelezh e Breizh.

Dipitet un tamm eo ar gensavenn Dibab-Décidez la Bretagne memestra pa n'eus ket muioc'h a gumunioù evit an eil koulzad-mañ. Puilh eo bet an darempredoù avat, ha dilennadegoù-departamant miz Meurzh o deus chalet lod evit mont betek penn moarvat. Ne ra forzh, dalc'het e vo votadegoù all ur wech tremenet an dilennadegoù-se.

Ouzhpenn an eil koulzad votadegoù-mañ e vo dalc'het emvodoù-foran dre ar vro evit kinnig raktres Dibab-Décidez la Bretagne hag eskemm warnañ. Menegiñ hini Sant-Ervlan (44) d'an 30 a viz Genver a c'heller, ha lod all a zo war sevel.

Pediñ a reomp an holl dud dedennet gant ar raktres a ginniger da grouiñ strolladoù lec'hel en o c'humun ha da vont e darempred gant ar gensavenn.


Ar gensavenn Dibab-Décidez la Bretagne

(voir le site) = lec'hienn Dibab


Un emvod boutin a vo dalc'het e Saoudan d'an 3 a viz C'Hevrer (8 e 30) evit kinnig ar votadeg d'an 8. (voir notre article)


Ur pennad e galisianeg diwar-benn ar votadeg-mañ :

(voir le site) : Esténdense as consultas populares sobre a reunificación de Bretaña

Os concellos de de Saoudan e Langoed toman o relevo do referendo feito en novembro a Sant-Widel-Skovrid. A campaña impulsada por Dibab (Bretaña decide) procura que o Loira Atlántico se una co resto de Breizh.

(1) Votadeg e Sant-Viaud : (voir notre article) , (voir notre article) et (voir notre article)