Danyel Waro, Bernez Tangi ar Reunion ?

Musique publié le 5/08/11 0:13 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22847/22847_1.jpg


[[Danyèl Waro]]

Ganet er Reunion, mab tud paour, en un ti e lec'h ne oa na dour na tredan, labouret en doa e parkeier evit dastum korz-sukr. Addizoloet gantañ gwerzioù ar vro, anvet «maloya», ur c'han hengounel goapaet, difennet, o tont eus Afrika ha Madagaskar. Mesket gant Indianed, Afrikaned ar Mozambik. Ur c'han sakr da c'hervel ar speredoù.


Barzh evel Bernez Tangi ...

Ur stourmer evit ar frankiz, evit ar c'hreoleg, evit enoriñ tud ar vro eo. Toullbac'het e Bro-C'hall pa oa deut d'ober e goñje e-pad daou vloaz, kroget en doa da skrivañ da vat. Gant un tad komunour hag a c'houlenne emrenerezh ar vro, boazet e oa da vont war-raok daoust d'an diaesterioù. Ur spered frankiz mesket gant ur sevenadur don, gwriziet er vro, e istor ar sklaved, kanet war sonerezh blues ar vro.


Hag en Oriant e vo Danyel asambles gant Titi Robin hag Erik Marchand, evit komz diwar-benn ar frankiz, an emrenerezh hag ar garantez, fin ar brezel etre an alouberien hag ar re aloubet ... dre ar sonerezh ! Met beajiñ a raio an arvesterien ivez : titl an abadenn eo «Rom, pebr ha kafe» .Bagad Karukera eus Gwadloup a vo evit al lodenn gentañ.

Met ouzhpenn touristelezh a vo graet...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?