Ar geriadur-mañ a c'hallo servij d'al liseidi er c'hlasoù termen, koulz ar c'hallegerien ha koulz ar reoù zivyezhek galleg-brezhoneg, d'ar studierien ha da gement hini a skriv hag a soñj e brezhoneg. Div lodenn a ya da ober ar geriadur : el lodenn gentañ ez eus 2 841 termen galleg diwar-benn ar brederouriezh hag ar skiantoù displeget, ha kinniget o zroidigezh alamaneg, saozneg, italianeg ha brezhoneg. Pep termen a gaver e frazennoù da c'houzout penaos ober gante. En eil lodenn ez eus ur c'heriaoueg brezhoneg-galleg, 4 954 ger enni o taveiñ d'an displegadennoù roet el lodenn gentañ.
An aozer, Tugdual Kalvez, zo bet kelenner prederouriezh el liseoù ha kelenner psikopedagogiezh e Skolioù Normal Gwened. Kelennet en devoa ivez brezhoneg d'an danvez skolaerien.
Priz rakprenañ: 18,50 € (kuit a vizoù kas) - Priz da dalvezout betek an 20 a viz Eost 2010
14,8 x 21 cm - 568 pajenn - Skigner: TIR
ISBN 978-2-917681-08-4
Mont da welout war al lec'hienn : www.brezhoneg.org, lodenn «keleier ha kemennadennoù»
Kuzul ar Brezhoneg
14 Louzaouenn-an-Hañv
22300 Lannuon
0296480300
■