Da anaon eo aet FANCH MORVANNOU

Communiqué de presse publié le 7/05/19 16:34 dans Culture par christian joseph giraudon pour christian joseph giraudon
https://abp.bzh/thumbs/47/47505/47505_1.jpg
Setu Fañch Morvannoù luc'hskeudennet amañ en e di e Brest er goañv 2001. Peoc'h dezhañ!

Koll a reomp ur brezhoneger ampart hag ur brogarour prizius. Joa dezhañ!


Vos commentaires :
Jakez Lhéritier
Vendredi 15 novembre 2024
Respect pour Fanch et son activisme breton.
l'ayant connu entre 1977 et 1984, j'avais apprécié sa tolérance et sa diplomatie,pour parler de nos opinions si différentes venant du monde ouvrier nazairien.

Klaod an Duigou
Vendredi 15 novembre 2024
Un den ag an dibab, hag ur skiantour...

Stéphane
Vendredi 15 novembre 2024
Kroget am eus gant ar brezhoneg pemp-warn-ugent bloaz zo e Skol-Veur Brest dindan deskadurezh an Aotrou Morvannou. Un den dreistordinal e oa, gouiziek ha hegarat. Doue d'e bardono. Kenavo Fañch.

Naon-e-dad
Vendredi 15 novembre 2024
Dre ul lizher d'am zad eo am eus klevet diwar-benn Fañch Morvannou, anezhañ un den skiantel war ar brezhoneg. Hag ivez dre an hentenn Assimil (an hini gentañ).

Anavezet e oa ivez evit bezañ, ouzhpenn ur skolveuriad, un den a Feiz.


Dominig JOLY
Vendredi 15 novembre 2024
Derc’hel soñj a ran eus Fañch Morvannou pa oan-me ur studier war ar brezhoneg ba’r skol-veur Brest e-pad ar bloavezhioù 1990. Nag ur c’helenner dispar e oa, laouen da dreuzkas e ouiziegezh war yezh ha sevenadur hor bro ha plijet da zibunañ danevelligoù fentus e vuhez. Ur sapre koll eo evit Breizh, met bev e chomo e spered, evel pa oa o yourc’hal e-kreiz e gentelioù:  « Ar gloar eo! ».

T Gwilhmod
Vendredi 15 novembre 2024
E anavezet mat em eus, evel kalz a dud en « Emsav » ; tost e oamp an eil-egile a-drugarez d’hor c’harantez evit ar yezh hag an Aotrou Doue, div garantez liammet start en hor c’halonoù.
Ar pezh a gavan diaes da gompren a zo penaos e teuas a-benn da gaout asant ar chaloni Falc’hun evit kelenn e kevrenn geltiek ar skol-veur. Marteze n’eus netra da gompren. Marteze dre ma oa kristen, kristen a-gleiz, hogen kristen. Marteze a-walc’h dre ma ne oa ket anavezet evel « broadelour » : Le Du ha Le Berre a oa bet dibabet dre ma ne oant ket broadelourien, anat eo, rak skritur ar vroadelourien a oa ar Zedacheg daonet, dre ma felle d’ar vroadelourien kenderc’hel gant istor an Emsav hep troc’h ebet e-keñver ar pezh a oa bet a-raok ha goude an eil brezel-bed. E spered ar Falc’hun ha Visant Fave e oa ret ober un troc’h, dinac’h hon hêrezh a emsaverien evit bezañ Gallaoued vat.
Koulskoude e voe anavezet hep dale evel unan eus tudennoù pennañ an UDB. Neuze e fuloras ar chaloni Falc’hun outañ, eme Fañch Morvannou din. Gwashoc’h ‘voe pa emellas neuze e savidigezh un doare-skrivañ nevez, an « etrerannyezhel » e derou ar bloavezhioù ‘70, gant Ar Falz. E 1975 hag e 1979 ez embannas e hentenn « Assimil » (‘ar brezhoneg didorr’) da zeskiñ brezhoneg en doare-skrivañ-se hag adalek 1976 betek 1982 evel rener ar gelaouennig « Pobl Vreizh », stagadenn vrezhonek kelaouenn an UDB « Le Peuple Breton ». Tro en deus bet da implij e skritur er gelaouenn « Planedenn », ur gelaouenn hollvrezhonek bet savet gantañ war an hevelep tachenn gant Al Liamm (peurunvan) ha Brud (skolveurieg) met na badas ket dre ma talc’has ar vroadelourien d’ar peurunvan hag ar rannvroelourien gleizelour d’ar skolveurieg. Ne chome nemet ar gefredourien gleizelour eus Ar Falz-UDB o doa distaolet ar vroadelouriezh evit ar gleizelouriezh : un dachenn a oa evit gwir ac’hubet dija gant Brud-Emgleo Breiz.
Sur a-walc’h e klouaras feiz e vugaleaj ennañ er bloavezhioù-se, pa oa aet-tre en 'Iliz nevez', ar Skol-veur Laik C’hall. Kavout a rae dezhañ bezañ « er plas mat » evit kemm an traoù (kemm skritur da gaout ur banniel nevez evit ar rannvroelouriezh gleizelour), evel Falc’hun pemzek vloaz a-raok (1954).
Tro em eus bet da heuliañ e gentelioù bev-buhezek war an doare da dreiñ e brezhoneg diwar ar galleg, pa c’hellen mont evel selaouer (er bloavezhioù 80-81), ha goude se pa brientis un aotreegezh war ar brezhoneg (e 1989), met feuket e oan dre ma reizhe hor c’hopiennoù e galleg atav, ha zoken dre gomz hor reizhe e galleg ivez, alies mat.
Kenkoulz all, koulskoude, en dije gallet mont da veleg, peogwir en doa graet e studioù eil derez e kloerdi bihan ar visionerien Picpus e Sarzhav. War-dro ar bloavezhioù 80 e tommas en-dro ouzh ar feiz dre an emsav karismatek. Ren a reas zoken ur strollad-pediñ e Sant-Mark Brest war-dro 1989 gant un distro d’ur feiz katolik gredusoc’h hag hengouneloc’h.
Ur wech, diouzh un abardaez du e-pad ar goañv, o welout e oa nebeut-nebeut a skolidi gantañ er sal-klas, hag int anavezet-holl gantañ evel kristenion, e reas ur gentel leun a « zour benniget », o lavarout groñs deomp tevel war se, rak, emezañ, « er Skol-Veur ez eo berzet ar relijion evel ma ouzit !».
Er bloaz 1993 em boe tro da genskrivañ gantañ. Krediñ a ris diskleriañ dezhañ e oa ‘pec’hed marvel’, emeve, eus e berzh, bezañ bet kaset war-raok ur skritur nevez evit ar brezhoneg. Evel broadelour ne oa tu ebet d’am soñj da zegemer estreget ar c’hKLTG evit ar brezhoneg. Kavout a rae din e oa un torfed bras touch ouzh ar skritur anez nac’h « an avel a frankiz » (Roparz Hemon) a c’hwezhe e-pad ar brezel evit ar brezhoneg. Bremañ ez eo gwir atav evidon, daoust ma sellan ouzh « kudenn ar skriturioù » kentoc’h evel ur c’hleñved spegus, dreist-holl pa vevan-me e Penn-ar-Bed, e-lec’h e talc’h strizh-tre lod eus ar gloer a zo e karg eus ar brezhoneg d’ur skritur a zo tost da hini ar Falc’hun, daoust m’eo bet gounezet an holl dachennoù gant ar peurunvan : ar skolioù pergen, hag an embann.
Deuet adal neuze da vezañ ur feizad katolik gredus e labouras ivez a-zevri war-dro al liderezh e brezhoneg hag e voe anvet Marc’heg Urzh Sant Gregor Veur gant ar Pab Frañsez e 2013 evit e labour evit ar brezhoneg. Moarvat ne ouie ket ar Pab e oa troet Fañch da vont d’an Oferenn e latin ur pennad a oa, ha zoken, ur wech bennak, d’ar re lidet gant Breudeuriezh an Aotrou Lefebvre ! E chapel sant Paol Bres e plije kenañ dezhañ kanañ e latin hag e-pad pell ez eo eñ a lenne, en e zoare dispar a gelenner skol-veur, al lennadenn gentañ.
N’ouzon ket hag eñ e oa ur broadelour anezhañ. Ne oa ket unan taer da vihanañ, hogen ur gwir garour d’ar brezhoneg e oa, hep mar ebet.
Kenavo Fañch, Doue d’ho pardono !

Louis-Marie Mondeguer
Vendredi 15 novembre 2024
J'ai eu monsieur Morvannou comme professeur de breton à Brest en 1972-1973 et 1973-1974 . J'en garde un excellent souvenir et ai beaucoup apprécié sa grande culture , son humanité , ses manières délicieusement surannées . Il m'avait confié que sa grand-mère maternelle était de Kergloff , commune où je réside actuellement . Sit ei terra levis .

AFB-EKB
Vendredi 15 novembre 2024
Ya , trist omp bet en ur c'houzout Fañch Morvannou a oa aet d'an anaon. Klaod an Duigou n'eus komzet dreist: un den hag an dibab , ur skiantour e oa . Un den nobl a oa ivez gouest da ober fent hep droug. Ur wir kristen hep bigoderezh , feal d'e vignoned , ur pedagog ouiziek ha dic'hwezek.
E c'hellomp kompren pegen frouezus eo bet e labourioù en ur lenn meuleudi o tont digant e studierien er Skol Veur Brest.
Ni zo saludiñ gant doujans hag istim e memor.

Dr Le Mee /Pennrener AFB-EKB


kris braz
Vendredi 15 novembre 2024
Tro 'm eus bet da gontañ kaoz meur a wech gant FM pa oan o labourat evit RCF e Brest, ha da gas en-dro un toulladig abadennoù radio gantañ, evel homañ Voir le site pe c'hoazh homañ Voir le site

Naon-e-dad
Vendredi 15 novembre 2024
@T Gwilhmod

« feuket e oan dre ma reizhe hor c’hopiennoù e galleg atav, ha zoken dre gomz hor reizhe e galleg ivez, alies mat » a skrivit. Kompren a ran mat ac’hanoc’h .Ouzhpenn-se, pa soñjan mat, n’eo ket disheñvel-tre an emzalc’h-se diouzh hini P-J Helias, ma ‘meus selaouet mat ouzh ar pezh a vez lâret diwar-e-benn gant tudoù anavezet gante aozer « Marc’h al lorc’h ». Evidon-me dipitus eo. Chadenn ar yezh a za dre draoù vunut, ivez.

A-hend-all, diwar an doare-skrivañ - hini Roparzh Hemon versus hini Falc’hun –evel brezhoneger-nevez a-vremañ em eus divizet skrivañ e peurunvan– ne c’hellan meskañ an traou, da lâret eo skrivañ amañ e KLTG hag ahont e Falc’huneg, dav eo d’an dorn ober un dibab - . Koulskoude aes eo din lenn e forzh peseurt doare-skrivañ : zedacheg, falc’huneg (da skouer an Aviel lakaet war well e lec’hienn eskopti Kemper ha Leon!...), ha reoù all (da skouer e levrioù kozhig embannet e penn-kentañ an ugentvet kañved…). Din-me e c’hell an daoulagad ober gant disheñvelderioùigoù skrivet, kenkoulz hag e c’hell an divskouarn ober gant pouezhioù-mouezh disheñvelig (da skouer klevet dre ar skingomz).

D’am meno, evit an deraouidi pa grogont gant ar yezh ez eo pouezus ober gant un doare-skrivañ nemetken. Diwezhatoc’hig – lakomp war-lerc’h meur a viz pe a vloaz - e c’hellint ober gant meur a hini hervez ar pezh a lennint.

Evit echuiñ, mersi deoc'h evit tout ar pezh a skrivit.


Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?