Ar FestiManif Bzh+ e Naoned
Digant Ajañs Sevanadurel Breizhek Liger-Atlantel
Aozet eo bet gant Kuzul Sevenadurel Breizh. Ar kevredigezhioù kentañ all hag a c'halv da « festimanifestiñ » a zo : Skol Uhel ar Vro, Bretagne Réunie, Bodadeg Ar Sonerion (ar bagadoù), War 'l Leur ha Kendalc'h (kelc'hioù keltiek), Gouelioù Breizh, Diwan, Div Yezh ha Dihun, hag “Emglevioù ar Bro” evel Ajañs Sevenadurel
D'ar Sadorn, 20 a viz Gwengolo e vo dalc'het ur vodadeg miliadoù a dud e Naoned da vanifestiñ evit ar gwir da virout ha da ziskouez sevenadur hag yezhoù Breizh (da lavaret eo ar brezhoneg hag ar gallaoueg), koulz hag evit distro an departamant Liger-Atlantel da Vreizh hag evit ar galloud da velestriñ aferioù diabarzhel Breizh.
Kregiñ a raio war Blasenn Viarme da 2 eur d'enderv, da vont war-raok da 3 eur [Cheñchet eo bet lec'h ar FestiManif. Gwelout dindan]
Ur fest-noz a vo dalc'het da-c'houde etre 6 eur ha 10 eur da noz, gant bagadoù, Kelc'hioù geltieg, Nolwenn Korbell, Alan Stivell, Gilles Servat, Jean-Louis Jossic, Pascal Lamour, Blain/Leyzour, Iwan B, Yann-Fañch Kemener, Kanfarted Magor, Loeroù Ruz, Gwennyn ha Patrice Marzin, Dédé Le Meut ha kasourien, Gweltaz Adeux, Sophie Le Hunsec hag Ar Baragouineurs.
War an dachenn, evel-just : ur bar, boued, standoù kevredigezhioù sevenadurel Breizh.
Yves Averty, rener Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel Morvan Lebesque.
(voir le site) eus Ajañs Sevenadurel.
(voir le site) eus KSB evit program ar fest.
Gwelout ivez (voir notre article) evit istor Kart sevenadur Breizh hag he 30 bloavez.
(voir le site) eus ar FestiManif ha (voir notre article).
Muioc'h :
Mont er-maez eus ar periferic hanternoz Naoned e Porte de Sautron. Ar blassen Viarme a zo reis, war zu kreiz kêr Naoned. Tram linen 3.
Note : Alan Stivell e n'eus skrivet da ABP : «Je soutiens bien sûr la manifestation mais l'annonce d'une participation musicale est erronée. J'en excuse l'organisation.»
Cheñchet eo bet lec'h ar FestiManif : E kreiz kêr Naoned e vo aozet ar FestiManif, Île Gloriette
■