Ar gwener 8, da 8e30 gm : « Beilhadeg kontet e Breizh »
Deuit da vevañ un nozvezh goañv gant ar veilhadeg kontet e brezhoneg. Posubl eo d'an holl da gemer perzh ar veilhadeg : konterien, sonerien, kanerien, arzourien kadarnaet pe arzourien evit an noz, tud a blij dezho ar marvailhoù… Aozet eo ur veilhadeg gant dika daka, Kentelioù an Noz, Skol an Emsav hag Yezhoù ha Sevenadur.
An nozvez-se a vo kinniget d'ar gwener 8 a viz Du da 8e30 gk/noz er gKreizenn Sevenadur Breizhek Yezhoù ha Sevenadur e 13 straed ar Breolimer e Sant-Ervlan. Titouroù : 02.40.85.27.22 – yezhou44@yahoo.fr
N'eo ket ret lakaat ho anv, digoust ha digor d'an holl. Beilhadegoù kontet e Breizh a zo kevreet dre Skol-Uhel Ar Vro.
Deuit niverus da dremen un nozvezh plijus !
Ar sadorn 9, da 10e : «Bodad-lenn»
Bodad-lenn e brezhoneg evit al levrioù «Kergelenn» gant Hervé Gouedard ha «Boned glas ar Pagan» gant Goulc'han Kervella.
E c'hKDSK a vo an emgav.
Titouroù hag enskrivadurioù : Kentelioù an Noz : 02 40 20 39 74 - kenteliouannoz@gmail.com - (voir le site)
Ar sadorn 9, da 10e : «Emgav Aktourien Sevenadur Breizh»
An Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel a ginnig deoc'h un emgav e galleg diwar-benn sevenadur Breizh an departament. C'hoant he defe e kejfe aktourien sevenadur Breizh etrezo evit en em anavezout hag eskemm war ho plas e diorren ha bruderezh ar sevenadur-mañ.
Digoust eo. Titouroù : 02 51 84 16 07 – acbml@free.fr - (voir le site)
Ar sadorn 9, da kreisteiz : Digorlid diskouezadeg Anne Floc'h
Yezhoù ha Sevenadur a ginnig d'an arzourez Anne Floc'h e mogerioù. Ganet e-touez ur familh arzourien, livourez abaoe
he oad bihanañ, awenet eo bet e-barzh he gwriziennoù breizhek. Sebezet o vioc'h gant he livadennoù !
An diskouezadeg a vo kinniget eus ar sadorn 9 a viz Du betek ar sadorn 21 a viz Kerzu. Eurvezhioù : deus al lun betek ar gwener
etre 10e ha kreisteiz ha etre 2e gm ha 6e gm; ar sadorn etre 10e ha 1e gm. Digoust eo mont 'barzh an digorlid hag an diskouezadeg.
Titouroù : 02 40 85 27 22 - yezhou44@yahoo.fr
E brezhoneg pe e galleg, kalz a tro a vo da gejañ en deizioù o tont…
■