D'an 21 a viz Kerzu : Nozvezh genskoazell evit Grain de sel (Kemper): klozadur an diskouezadeg Anna

Agenda publié le 11/11/22 23:51 dans Culture par Anna Preden Anna Preden pour Anna Preden Anna Preden
https://abp.bzh/thumbs/56/56365/56365_1.jpg
Nozvezh genskoazell evit Grain de sel gant Anna Preden, Noah ha Jean-Luc Roudaut

Demat deoc'h,

Pediñ a reomp ac'hanoc'h d'an nozvezh genskoazell ar merc'her 21 a viz Kerzu a zeu, e la Baleine déshydratéé e Kemper.

Pal an nozvezh vo dastum arc'hant evit ar gevredigezh Grain de sel (bugale glañv). En em gannañ a ra ar gevredigezh-se bemdeiz evit dougen dinentez d'o c'hondisionoù degemer ha buhez en ospital: otoioù evit mont betek ar blok, atalieroù terapeutik … hag all.

Sinañ a raio klaozadur ma diskouezadeg « Faltazi ha Gwirvoud ». Taolennoù zo gant lavarennoù e brezhoneg (troet e galleg hag e saozneg). Chañs hor bo selaou sonadeg Noah et Jean-Luc Roudaut ivez. Ur pod-espern vo kinniget en nozvezh-se evit ar re o deus c'hoant.

Er mare-mañ ez eus un daolenn da werzhañ ha da welout e la Baleine déshydratée : «Harozed». Ma vefe gwerzhet an daolenn 'z afe ar benefisoù a-bezh d'ar gevredigezh. Gwerzhañ a rin kartennoù ha skritelloù e brezhoneg tennet eus an diskouezadeg, troet e galleg hag e saozneg . Ur marz vo miret evit dastum arc'hant evit Grain de sel. Kinniget vo Cdoù ha albomoù Noah ha Jean-Luc Roudault ivez. Peadra da reiñ ur prof gant ster hag alternativel.

Kontañ a reomp warnoc'h evit ho pezañs ha/pe sikour ac'hanomp da gelaouiñ diwar-benn an darvoud-mañ, e kreiz Kemper. An nozvezh-se, deiz diaraok Nedeleg, dasseniñ a raio hor c'halonioù evit ar vugale-se. Rak e-giz e ouzomp e vez roet re nebeud d'an ospital ha d'ar re glañv.

Ken emberr,

Anna Preden, livourez engouestlet.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 4 ?