« (voir le site) align=«left»>Pennad-Stur an Ti-Kêr :
AR BREZHONEG LIESLIV, PINVIDIGEZH UR VRO !
10 vloaz dija !
Degouezh ar Redadeg e Plougerne : warlec'h bezañ treuzet Breizh, a vro da vro, deuit da heuliañ ar vazh-eilañ kaset a zorn da zorn, a rummad da rummad, arouez ar brezhoneg liesliv ha bev.
Tud a youl-vad, skolioù, kevredigezhioù, kenwerzhourien, skipailhoù an ti-kêr, a labour a-gevred evit aozañ an degemer evit gouel « Brezhoneg ha Plijadur » !
Ur blijadur eo evidomp, da ginnig deoc'h ur gouel a-feson, lec'h ‘vo kavet gant pep-hini ar blijadur da vevañ asambles ur prantad leun a startijenn gant sonerezh, dañs ha sport ha brezhoneg en hor begoù !
Yannig Robin,
Maer Plougerne
Philippe Cariou,
Eil-Vaer e karg eus ar sevenadur hag an amzer vak
Cécile Trividic,
Kuzulierez-kêr e karg eus ar brezhoneg
******************************************************************************
Programm an devezh :
REDOMP A-STROLLi !
30 kilometr a vo da redek war gumun Plougerne etre kreisteiz ha 4 eur.
Kemerit perzh : pep hini a c'hell redek, 100 metrad, 1 c'hilometr, 30 kilometr. Meur a lec'h a vo evit stagañ ouzh ar Redadeg.
(voir le site) width='366' height='500' alt='degouezh-redek-bzg' />
POL JEAN TANGI
> Etre 1 eur ha 6 eur hanter gm, digoust
Gouel ar c'hoarioù a zo deuet da vezañ un devezh gortozet gant an holl ! Ar c'hevredigezhioù, Bod ar re yaouank ha Ti-kêr Plougerne a labour a-gevret evit reiñ d'ar re yaouank ha d'ar re gozh ar blijadur da c'hoari asambles.
Evit an holl
1e - 6e
Dremmlivañ | Bod ar re yaouank
Moger grapañ | « Rêves de mer »
1e30 - 5e30
Arzoù ar sirk | « Piste des légendes »
1e - 6e30
Frammoù c'hwezh | Anim Fun
C'hoarioù a-stroll | Ti Ludo
C'hoarioù-video | Bod ar re yaouank
1e30 - 6e30
Un tañva d'ar gouren | Skolioù gouren Bro Leon
C'hoarioù kozh | C'hoarioù kilhoù
2e - 6e30
Domino | EHPAD an aberioù
Peadra da zebriñ | Bod ar re yaouank
(voir le site) width='500' height='347' alt='degouezh-bugale-bzg' />
PLASENN EUROPA
2e - 2e15 gm : ROUND PAGAN AR VUGALE - 2 ganaouenn a-stroll : «Madig» ha «Rigordennig», dañsoù ha kanaouennoù gant ar skolidi ha Jakez ar Borgn.
2e15 - 3e gm : JAKEZ AR BORGN - Kaner, soner ha furlukin, Jakez ar Borgn a ginnigo kanaouennoù evit ar vugale, bihan ha bras.
Tonioù lusk-dilusk ha startijenn e-leizh !
3e - 3e15 gm : ROUNDBA SALSARDIN - Dañs a-stroll, mod «zumbavotte» evit ar re vihan hag ar re gozh, dañsit evel ar penn-dañser a zo war al leurenn !
4e - 5e gm : DEGEMER AR REDADEG 2018
Binvioù tos gant Sonerion 29, roet e vo ar vazh-test ha lennet ar gemennadenn guzh. Prezegennoù..
5e - 5e15 gm : SONADEG BAGADOÙ AR VRO
Bro an Aberioù, Gwiseni, An Eor Du...
5e30 - 7e30 gm :STAL SIRK GANT SKOL ARZOÙ AR SIRK
Un tañva eus arzoù ar sirk war blasenn an iliz.
5e30- 6e30 gm : ABADENN «DUO DU BAS»
2 blac'h, 2 vouezh, unan eus Breizh eben eus Bro Euskadi. Pep kanaouenn a gont un istor. Deuit da veajiñ gant un abadenn liesliv
7e- 11e : LEURENN DIGOR...Souezhadennoù e-leizh !
(voir le site) class=«spip_in» title=«degouezh-plasenn-1-bzg» type=«image/png»> (voir le site) height='296' width='213' alt='degouezh-plasenn-1-bzg' /> (voir le site) class=«spip_in» title=«degouezh-plasenn-2-bzg» type=«image/png»> (voir le site) height='341' width='214' alt='degouezh-plasenn-2-bzg' />
POL ARMORICA
(voir le site) width='8' height='11' class='puce' alt=«-» /> Stalioù kan ha dañs
8e - 8e10 noz - Round Ar Vro Bagan
8e10 - 8e20 noz - Round Pagan ar vugale
8e20 - 8e30 noz - Round Pagan 100 a gan
(voir le site) width='8' height='11' class='puce' alt=«-» /> Leurenn 1 : kreizenn Armorica
> 8e30 noz - 2e30 vintin | 2€ - digoust evit ar vugale (-12 vloaz)
Kreiz Breizh Akademi (KBA)
Fest noz : Startijenn, Hiks, Tchikidi he Teir
(voir le site) width='8' height='11' class='puce' alt=«-» /> Leurenn 2 : Plasenn ar C'houldri
9e- hanternoz | Digoust
Loig Troël
Krissmenn & Alem
Groove boys
(voir le site) height='130' width='500' alt='degouezh-armorica-bzg' />
(voir le site) width='353' height='500' alt='degouezh-gouren-bzg' />
Plus d'info : cliquez sur le plan pour télécharger le programme de l'arrivée
(voir le site) title=«IMG/pdf/de_pliant-programme_-_redad...»> (voir le site) height='337' width='500' alt='degouezh-kartenn-bzg' />
Ce communiqué est paru sur Ar redadeg (voir le site)
■