Cornouaille, kollet' peus da yezh ?

Dépêche publié le 19/07/11 21:32 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22703/22703_1.jpg
qy1zw9kj.mp4, 8bk5y12k.mp4,


Devezh kentañ Festival bro Gerne, Gouelioù bro Gerne...

Troet da sot, paour kaezh Loeiz(a) brezhoneger(ez) !

Petra ? N'eus ger brezhoneg ebet ?

Cornouaille ? Kemper skrivet Quimper ?

Met oc'h ober petra emaint aze ? N'o deus ket komprenet e oa ar brezhoneg un doare da werzhañ ar vro da douristed a gred evit lod deus outo e vez komzet brezhoneg gant an dud amañ bemdez.

Ha dindan an deltenn vras, an abadenn kinniget e brezhoneg gant Pierre-Yves Petillon, ha kanaouennoù e brezhoneg forzh pegement, 14 arzour a youl-vat war al leurenn evit «Trophée» Dastum, ha div sonenn e galleg nemetken. Met ne ra forzh, a-dreñv dezho, evit ar foto, hag ar film e oa titr ar gouel e lizherennoù bras e ruz war ur fons du, «Cornouaille Quimper». Petra ra ar BAS (Bodadeg ar Sonerion), ket, ne oa ket ar BAS, aze emaint niverus, tud SAB (Stourm Ar Brezhoneg) kentoc'h, e vakansoù emaint ???

(voir notre article) e galleg


Vos commentaires :
François Le Breton
Dimanche 22 décembre 2024
N'eus tamm ezhomm ebet eus melestradurezh ar Stad C'hall evit toullañ bez ar brezhoneg... barrek-kenañ e vez «Bretoned» 'zo d'en ober o-unan.

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 0 ?