Clyde, ur skrivagner nevez

Chronique publié le 8/07/15 13:43 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Desket ar brezhoneg gantañ pemp bloaz 'zo, kroget da skrivañ romantoù pa oa 11 vloaz, en galleg

Mousc'hoarzhus ar paotr e pred-ti «An efed balafenn» e Kemper. Deuet e oa da zifaziañ, gant Sten Charbonneau, e levr kentañ : «Stourm e Mor Skos».

Dedennet atav gant romantoù Jules Verne, lakaat a ra en e romantoù ul liv a denn eus skrivagner brudet Naoned. Ha Clyde da beg e barzh e bluenn evit skrivañ troioù kaer e pemp aroz... e unneg levr skrivet dija !

«Ne voed gouvezet petra a oa al loen nemet pa heuilhjod e 1888 e porzh mor Hamburg stourm kalet al loen bras, a voe anavezet evel ul legestr gwenn a vent ramzel, ha tri den yaouank, trizek vloaz war a seblant. Unan anezho, Bertrand Berkings, a voe gloazet abred gant al loen, egile avat, Clotos Combrogos jr, a stourmas pelloc'h. Oc'h implijout armoù ha doareoù dianavez krenn betek-henn e padas tri devezh ouzh al Legestr a-raok bezañ falc'het gant unan eus e bavioù. Ne dreuzvevas nemet gant sikour e vignonez yaouank, Sephora Hießbrül a grogas en euzhvil gant ur vouc'hal. Lazhet e voe hag ez eas Berkings ha Combrogos diwar wel buan a-walc'h, ha se zo kaoz ne voe ket gouvezet ar pezh en devoe lakaet anezho da arsailh al loen bras. Gouvezet e voed e oant da heul al Legestr abaoe ur bloaz ha n'o devoe kavet anezhañ nemet e Hamburg.»

Embannet e vo evit Priz ar Yaouankiz ha dont a raio er maez e Miz Here 2015, evit saloñs Karaez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 8 ?