Chom er c'hlas, ar riskl brasañ

Communiqué de presse publié le 30/03/16 22:49 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Kelenner e Calandretas eo Patrick Baccou, implijet e vez gantañ pedagogiezh Freinet bemdez. Ha dreist-holl evit mont maez eus ar c'hlas, met arabat «prenañ beajoù skol prientet gant tud all».

D'ar vugale neuze da brientiñ, da vont o unan 'maez ar skol, d'ober fazioù, kar diwar ar fazi e vez desket muioc'h eget gant ur bern traoù all, keit ma vo gwelet, ha difaziet buan gant ar skiant prenet o deus tapet.

Evitañ eo Daniel Gibert ur pedagogour pouezus en doa diskouezet statud ar fazi er pedagogiezh. «Caminante delungo», mont war an hent, bemdez, a-hed an amzer evit pas kouezhañ war an danjerusañ : ur prantad a vefe ar memes hini, evit forzh peseurt bugel, hep kemer e kont e c'hoant, e hent, e vuhez...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?