Chom a ra 3 devezh a-raok an eil Redadeg !

Appel publié le 6/05/10 3:16 dans Langues de Bretagne par Jean-Michel Sanner pour Jean-Michel Sanner
https://abp.bzh/thumbs/18/18191/18191_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/18/18191/18191_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/18/18191/18191_3.png

Chom a ra 3 devezh evit sevel an dud, 3 devezh evit bezañ stank, miliadoù a dud war an hentoù. Chom a ra 3 devezh evit ma vo gwerzhet pep km eus an hent, ha diskouez uhel hor youl da gas hor yezh war-raok. Chom a ra kilometroù da brenañ.

Ar Redadeg zo un digarez eus ar c'hentañ evit ar Vretoned da ziskouez pegen tomm eo o c'halonoù ouzh ar brezhoneg, gant levenez, startijenn ha plijadur. Savomp klaoustre ma vo gwerzhet 1.200 km an hent, savomp klaoustre ma vimp miliadoù ha miliadoù war an hentoù.

Adalek an 10 betek ar 15 a viz Mae, redomp asambles stank war hentoù Breizh evit diskouez ez eo bev-buhezek hor yezh !


Skipailh aozourien Redadeg 2010


Evit gouzout hiroc'h :
darempred@ar-redadeg.org
(voir le site)   ar Redadeg
(voir le site) facebook


Ar Redadeg
BP 15
35310 Morzhell


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 7 ?