Chapel Koadri : ur bravig e kreiz bro Skaer

Communiqué de presse publié le 22/06/13 23:11 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
(345 vues)

Koadri : koad e kreiz tri hent, Koadri, templ pagan da gentan, ha da c'houde adsavet gant un Aotrou a oa deuet a-benn eus an terruplan den oa er vro, lazhet gantan daouzeg gwreg. Maenigoù Koadri zo anavezet er bed a-bezh : o tougen unan anezho en ho chakod e c'hellit chom yac'h, gwarezet da vezan anrajet pe tizhet gant ar gurun.

Koadri hiziv a zo bet renevezaet, 300 000 euro a zo bet lakaet evit adlivan livadurioù Fischer deuet e XIXvet kantved da livan diabarzh ar chapel. Meskaj etre oberenn an arzour deuet eus Elsass ha treustoù ar Grennamzer, gant delwennoù brav ken ken, hag ouzhpenn hentet e oa an dud e brezhoneg gant un den leun a fent, prezident Komite ar chapel : Remi. Berzh en deus graet ar rallye e brezhoneg aozet hiziv gant Isa, skoliadez kentelioù noz Kemperle.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 8 ?