Chaokañ mizer: un nevezenti war stand Kuzul ar Brezhoneg

Présentation de livre publié le 21/10/14 17:42 dans Salon de Carhaix par Hor Yezh Mouladurioù pour Hor Yezh Mouladurioù
https://abp.bzh/thumbs/35/35458/35458_1.jpg
golo "Chaokañ mizer"

Chaokañ mizer: un nevezenti gant Flann O'Brien, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.

Istor Bonaparte O'Coonassa, bet ganet e Corkadoragha, kêriadenn ijinet e Kornôg Iwerzhon, brav eston an endro, met paour-razh an dud o chom enni. Ur flemmskrid hag a lakaas fulor-ruz da darzhañ e-touez ar re a oa stad enno o vezañ difennourien ar gouezeleg hag an hengoun.

« Mizer a c'houzañvemp, gwech gant un aval-douar en hor genoù, gwech gant netra nemet gerioù gouezeleg flour… »

Setu roet ton flemmskrid diroll leun a fent du Flann O'Brien. Deomp da glevet danevell Bonaparte O'Coonassa en e barrez reuzeudik Corkadoragha, bro ar vizer du hag ar glav-pil diehan.

« Sed aze ur gwir skrivagner, spered gwir ar fent gantañ… » evel ma lavare James Joyce. Ul levr fentus ma 'z eus unan ! 

Troidigezh: Kristian Braz

Tresadennoù (gwenn & du) gant Patrick Lefko.

146 p. ; 11 x 18 cm ;

12 ¤

ISBN : 978-2-86863-172-5


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 7 ?