Caramuxo : un dudi !

Communiqué de presse publié le 5/08/14 18:01 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Kalz plijadur zo bet en Oriant dec'h da noz gant ar strollad Caramuxo, kement a fent ha sonerezh vat a zo ganto !

Paotred gwisket ganto kasketennoù bloavezhioù 1950, un dreujenn gaol 'ba' beg pevar anezho, boest an diaoul gant ur soner, hag un damboulinerez.

Kregiñ a reont evel gwechall gant un ton bale sioul, ha da c'houde tonioù Breizh, Galisia, gantmeur a dreujenn gaol izel-tre.

C'hoari war al leurenn e ouzont ober ivez, o c'hoari daou ha daou, pevar asambles, sonerezh hengounel levezonet gant festival an dreujenn gaol Poullaouen.

Selaouit anezho, pedit anezho, ret eo dezho distrein da Vreizh un trede, pedervet, pempvet gwech ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 8 ?