D'an 2vet a viz C'Hwevrer 2010, da 6e noz, er stal-levrioù Dialogues, straed ar Siam e Brest, e vo kaoz en abadenn « A gav dit ? » eus an dilennadegoù rannvroel da zont.
Pedet eo bet izili brezhoneger eus ar strolladoù broadel : UMP, Nouveau Centre, Modem, PS, PC.
Ar re C'Hlas hag ar strolladoù lec'hel (UDB, Parti Breton, « Nous te ferons Bretagne ») a vo pedet d'an 2vet a viz Meurzh.
Evit ar poent o eus prometet da zont, d'an 2vet a viz C'Hwevrer : - Françoise Louarn (UMP) - Andrew Lincoln (PS) - Gérard Lahellec (PC)
Deuit e-leizh ! Tomm e vo marteze ! E brezhoneg penn da benn !
■