c'hwerty, meziant kentañ e brezhoneg war Android!

Communiqué de presse publié le 22/12/13 0:04 dans Science et Technologie par Vincent PINCEMIN pour Vincent PINCEMIN
https://abp.bzh/thumbs/32/32416/32416_1.png
https://abp.bzh/thumbs/32/32416/32416_2.png
https://abp.bzh/thumbs/32/32416/32416_3.png

Difetis, lec'hienn anavezet evit bezañ loc'het levrelioù e brezhoneg a ra berzh en dro en ur ginnig ar meziant ofisiel kentañ hegerzh war Google Play.

Ha petra anatoc'h eget kinnig ur c'hlavier a heul ar stumm «c'hwerty» evit aesaat skrivadur an SMSoù hag ar postelloù e brezhoneg.

Ar meziant a zo digoust hag hegerzh war lec'hienn Difetis, pe war Google Play (klaskit «c'hwerty» pe «difetis») pe o flashiñ ar c'hod dindan gant o hezoug.

war o burev, digorit ar prenestr «paramètres»

digorit al linenn «Langue et saisie»

kadarnit «C'hwerty»

ur gemenadenn a goulenno deoc'h kadarn en dro, peogwir ez eus kudennoù surentez

klikit war «par défaut» ha choazit «Brezhoneg»

Klaskit neuze kas ur postel, ar c'hlavier a deuio evit skrivañ an destenn.

Ur pouez hir war lizherennoù-zo a digero ur prenestr nevez:

_«c'h» evit kavout ar «q»

_«ù» evit kavout an «x»

_«,» evit kavout an dibarzhioù

_ ar barenn esaouiñ evit tremen deus ur yezh d'unan all


Vos commentaires :
Ludovig Ar Rû
Dimanche 22 décembre 2024
mat eo! Poent eo brezhonekaat bed ar poellgomz!

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 2 ?