C'Hoariva Jakez Riou adembannet gant Aber
– «Gorsedd-Digor»
Strafuilh zo e kalon Drouized ar Gorsedd-Digor, rak degouezhet ez eus er vro «ur vandenn baotred yaouank milliget», «tud a Baris hag a leac'h all deut da droubliñ hor repoz» : paotred Gwalarn !
Dre chañs avat, ez eus anv eus ur pezh-c'hoari nevez savet gant ur skrivagner yaouank donezonet-kaer : Gorsedd-Digor.
«Ar Gorsedd-Digor a vo un taol terrup war benn paotred Gwalarn».
Ur flemmskrid dirollus !
Gorsedd-Digor gant Jakez Riou
Rakskrid gant Pierrette Kermoal
Golo gant Steven Maze
73 p., 9 €
ISBN : 978-2-916845-13-5
Jakez Riou (1899-1937) zo unan eus krouerion al lennegezh vrezhon arnevez. Perzh a gemeras e Gwalarn adal ar bloavezhioù kentañ, war un dro gant Roparz Hemon, Abeozen, hag evel just e geneil Youenn Drezen. Liesek eo e skridoù : pezhioù-c'hoari, kevellennoù, barzhonegoù, romantoù…
Aber a gemero perzh e Gouel al Levrioù e Karaez d'an 30-31 Here.
Aber
115 Kergareg
29870 Landeda
pkermoal@wanadoo.fr
hrrp://www.aber-bzh.info
■