C'hoariva gant la Obra : krouiñ etre Guatemala ha Breizh

Chronique publié le 31/10/16 22:29 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Krouidigezh nevez ar strollad la Obra staliet e Douarnenez a vo leurenniet gant ul leurennier deuet eus Guatemala.

Ur sizhunvezh ti-annez e Tregon, labour e Douarnenez, a-raok un droiad e Breizh e miz Genver hag unan all e Guatemala adalek miz C'hwevrer.

An dodenn ? Ar repuidi, ar fed bout repuad, o veajiñ tramor, o cheñch bed...

Labourat a reont gant hentennoù eus Pologn «c'hoariva ar re baour» pe hini Augusto Boal «c'hoariva ar re wasket».

Setu neuze doareoù diazezet war ar c'horf ha war ar c'hoarierien : frankiz da vont pelloc'h ouzh ar pezh a zo frammet, skrivet.

Goude ul labour war al leurenn, ret e vo d'an aktourien skrivan, ha gant ar skridoù e chomo un nebeut traoù a raio ar pezh nevez...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?