Bro Kemperle, ur skouer evit ar brezhoneg ?

Annonce publié le 10/03/20 13:39 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/50/50151/50151_1.jpg
Bro Kemperle, ur skouer evit ar brezhoneg ?
Bro Kemperle, ur skouer evit ar brezhoneg ? - 13 munud e Breizh (2164 vues)

Pa vez komzet deus kas ar brezhoneg war-raok 'vez techet ar Vretoned da c'hortoz kalz digant ar Stad. Ha padal zo moaien d'ober ur bern traoù diouzhtu-dak, gant ma vez nerzh ha c'hoant gant hon dilennidi.

Amañ, 'ba bro Kemperle, zo bet tapet lañs war an dachenn-se. Ur steuñv politikel zo bet votet, ha kalz traoù dibar lakaet e pleustr 'vel kentelioù brezhoneg d'an implijidi ha d'an dilennidi war o amzer labour.

Met peseurt mod 'neuint graet ? An dra-se 'vo gwelet 'ba 13 munud e Breizh, kinniget gant Brezhoweb ! Un abadenn e brezhoneg istitlet e brezhoneg hag e galleg evit ar re a fell dezho.


Vos commentaires :
iffig
Vendredi 22 novembre 2024
1.- Memestra n'emañ ket keit-ha-keit an div yezh war ar panelloù. Ar brzhg a vez atav da eil hag alies gant lizherennoù stouet ha tanavoc'h ;
2.- Piv a c'hell krediñ ez a mat an traoù gant ar yezh e Bro Gemperle o sellout ouzh an abadenn-se, forzh pegen mat eo bet filmet : n'eo ket o klask lakaat ar yezh da yezh dam-ofisiel e vo tizhet ar pal. Ret eo krouiñ buhez etre ar familhoù brezhonek. Hogen daoust hag eñ ez eus tiegezhioù hollvrezhonek e Bro Gemperle (pe e lec'h all)?

Burban xavier
Vendredi 22 novembre 2024
Stadan a ran ar pezh an traou a zo gwelloc'h b'a vro Kemperle breman . Ar pleg e vo gwelloc'h a- drugarez gant tud a venno brezhoneg b'a hor vuhez pemdeziek ... dreistoll er skol dres hogen gant ar youl da welout ar budged roet ar c'hevredigezhiou sevenadurel e bep tachenn: yezh , sonerezh , c'hoariva , koroll , an en-dro hag all . Spian a ran da gaout frammou ha ensavaduriou e bep lec'h . Ur berzh eo evit bro Kemperle -Kernev evel -just . Ur striv pouezus zo evit an amzer dazont ha peurgetken ar vugale eus ar rummad -man .

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 0 ?