Bro An Alre : kentelioù brezhoneg d'an dud daet

Communiqué de presse publié le 29/08/12 19:33 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut

Kerlenn Sten Kidna a zalc'ho ur stand e-pad Gouel ar C'hrevredigezhioù d'ar sadorn kentañ a viz Gwengolo, adalek 9e betek 6e da noz, a-benn reiñ titouroù d'an dud a-zivout ar c'hentelioù-noz kinniget geneomp en Alre, hag e Bro An Alre a-bezh (e Pleuwigner, Plarnel, Lokmaria-Kaer ha Pluergad). Daouzek kentel e vo etre tout, eizh en Alre. Pemp live a vo, ag an dud é krogiñ get ar yezh betek an dud en o aes. Krogiñ a ray ar c'hentelioù evit an deraouidi adalek al lun 24/09. Evit gouiet pelloc'h, pellgomzit d'ar 02.97.29.16.58 (d'enderv kentoc'h), peotramant kasit ur postel da : stenkidna2@wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?