Brieg Guerveno, ur stourmer evit ar rock e brezhoneg

Communiqué de presse publié le 8/08/15 11:12 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Strolladoù rock e Breizh emit-hu ? Storlok, EV, Gimol, Dom Duff... ha Brieg !

Levezonet kalz gant Bernez Tangi eo Brieg. Skoliataet e oa bet e skol Diwan sant Brieg, daou vloaz e skolaj ar Releg, ha setu ar paotr o skrivañ e baozioù kentañ da 13 vloaz.

Abaoe dek vloaz emañ Brieg o seniñ war leurennoù Breizh ha leurennoù ar bed, gant teir fladenn hag klipoù video brav . Tri bloaz zo e oa deuet ar vicher soner e vicher dezhañ.

Met n'eo ket aes buhez Yann rocker brezhoneger : evit ar festoù-noz, plas a zo e Breizh evit seniñ. Evit ar rock avat, nebeutoc'h nebeutañ a lec'hioù a zo. Hag ar metal n'eo ket anavezet mat gant an dud, dreist-holl e festivalioù evel hini An Oriant. Kredapl bras ne vo ket un abadenn metal all er festival.

Koulskoude e Euskadi eo bras-tre niver a strolladoù a ra gant ar rock, kalz brudetoc'h ha skignetoc'h eget ar strolladoù hengounel.

Hag ar stourm ? Ar fed kanañ e brezhoneg a zo ur stourm bemdeziek evitañ. Kontañ a ra traoù du, «perzhioù fall mabden, perzhioù fall an dud. (...) Klask ober paozioù ha sonerezh a galite a zo un doare da stourm ivez, ma doare da stourm din-me, benn ar fin».


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?