Brezhoneg ha gallo : Europa Ekologiezh Breizh engouestlet a-stroll

Communiqué de presse publié le 2/02/10 17:53 dans Politique par Guy Hascoët pour Guy Hascoët
https://abp.bzh/thumbs/17/17244/17242_1.gif

A-du eo ar re a zo war listen Europa Ekologiezh Breizh gant an arsellerien : ar brezhoneg hag ar gallaoueg a vo e kreizig-kreiz dilennadegoù rannvro miz Meurzh. Ur goulenn sokial eo eus perzh ar Vretoned, ha mallus eo cheñch penn d'ar vazh evit ma paouezfe diskar ar brezhoneg hag ar gallaoueg.

Live ar rannvro a zo an hini dereatañ evit lakaat e pleustr ar youl politikel hag evit kas war-raok an oberoù ret, dre Ofis publik ar brezhoneg, a-benn diorren plas ar brezhoneg er gevredigezh ha broudañ implij ar gallaoueg.

Mennet da vat eo Europa Ekologiezh Breizh ha brudet eo lod bras ar re a zo e plasoù kentañ al listennoù evel komzerien pe stourmerien war ar pemdez evit ar brezhoneg pe ar gallaoueg. N'eus ket a «Aotrou» pe «Itron brezhoneg» ganeomp avat, ur strollad tud ne lâran ket, hag a zo engouestlet abaoe pell er stourm evit yezhoù ha sevenadur Breizh. An holl emstriverien a skoazello, e mod pe vod, Ar Redadeg evit ar brezhoneg a vo dalc'het eus an 10 d'ar 15 a viz Mae 2010.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 6 ?