Breskenn : priz an aozerien dec'h e Kemper

Papier publié le 3/10/22 10:06 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/56/56094/56094_1.jpg
150 den e sal an Tog ruz evit degemer eizh skipailh savet gante eizh film evit ar C'hino
Breskenn, ur film souezhus ha barzhoniel (566 vues)

Ur skipailh lec'hel gant brezhonegerien, saout e pradeier Penn Kelenn ba Kerien, ur sevener a-feson, Michael Bernadat, ha setu aet ar maout gant tud bro Kemperle !

Met piv eo Branwenn ? Ha me vefe Bronnwenn kentoc'h ? Ha piv eo Tom ? An hini a zo bet debret gant ar vuoc'h e kontadennoù breudeur Grimm ? Ha piv a lak ar virus da redek e touez ar saout : an tad fuloret pe ar vuoc'h hegaset gant un istor karantez ha n'eo ket posubl etre un den yaouank hag ur vuoc'h o cheñch stumm ur wech an amzer ?

Savet e 48 eurvezh, hervez reolennoù Kino aozet gant skipailh efedus ha leun a startijenn Faltazi e Kemper, se oa ar wech kentañ e korf pevar bloavezh e oa bet sevenet ur film 100% e brezhoneg.

Gant ma vo filmoù all, stajoù Kino gant liseidi brezhonegerien, tud mennet a bep seurt oad, evit ma vefe ur gwir «skol» e Breizh gant tud a film, a c'hoari, a skign o labour, hag a lak ar filmoù berr war ur renk uhel e Breizh !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 3 ?