Breizh : Ur vrav a emgav diwar-benn Yann-Vari Perrot

Chronique publié le 12/12/23 0:01 dans Culture par J-L Le Floc'h pour J-L Le Floc\'h
https://abp.bzh/thumbs/58/58937/58937_1.jpg
Chapel Sant Laorañs (Kemper), les deux intervenants après la conférence. Yves Mervin (à gauche), Youenn Caouissin (à droite).

Kement a zrubuilh zo bet c’hoarvezet dibaoe marv An Ao. Yann-Vari Perrot e 1943 ! Hemañ disprizet gant ul lodenn eus an dud betek hirio, hag en hent da vezañ lakaet da Sant gant tud all o sell troet ouzh an dazont. Eñ beleg ha brezhoneger. Daoust ha ne vo ket echu james tabutal diwar ec’h anv ? Daoust ha posubl eo kaozeal e doare trankilik ha peoc’hus diwarnañ ? Ar respont zo bet roet e chapel Sant-Laorañs disadorn, e-pad un abardaez.

Daou brezegenner : Youenn Caouissin hag Yves Mervin.

.

Daou brezegenner a vez pedet da lakaat ar gaoz war an dudenn vrudet a zo, hep mar bet, kizellet ec’h anv en istor Breizh an ugentvet kantvet.

.

Youenn Caouissin, ma oa bet e dad sekretour an Ao Perrot. Dre-se ez eus ul liamm etre an den hag ar belleg, n’eo ket rak ar feiz hepken, mes ivez rak an istor hag ar familh. Ma n’eo ket eñ brezhoneger (« re gozh on evit kregiñ e-barzh da vat ! »), e vugale dezhañ zo bet desavet er yezh.

Yves Mervin, bet o labourat war-dro greanterezh ar sevel-bigi brezel, ha deuet da vezañ istorour a-zivout Breizh e-pad an eil brezel bed, e-pad e leve. Embannet eo bet e pempvet levr, nevez zo (miz Here 2023) : «Jean-Marie Perrot, 12 décembre 1943. Un crime communiste. ». Brezhoneger eo an aozer. Savet eo bet al levr-mañ goude frifurchal e pep-lec’h, o kaout dielloù e Breizh a -bezh, e Bro-C’hall, e broioù estren (bro-Alamagn, Breizh-Veur, Stadoù-Unanet,…). Gwelout pajennad 7 : Remerciements. Hir eo ar roll.

Ouzhpenn-se, kempennet e oa bet an abadenn (lusket ha degemeret ar goulennoù) gant Peter Breton, anezhañ belleg war e leve - ha brezhoneger a-vihanik - anavezet mat en Eskopti Kemper.

« Yann-Vari Perrot » ? « Jean-Marie Perrot » ? Peseurt anv-bihan evit un den d'ar mare-mañ, e Breizh ?

.

Sklaer eo an traoù da geñver an anv-familh. Mes peseurt anv-bihan zo an hini gwir, a-benn ar fin ? Levrioù zo diwar-benn an Ao. Perrot hag a ra gant hini pe hini eus an anv-bihan-se… Souezhet on bet me o tizoloiñ ar poent-se evel ma vije bet ur gudenn…

E Breizh, ha me ganet e bloavezhioù hanter-kant, e veze daou dra :

An anv melestradurel, skrivet war paperioù ofisiel nemetken. Hini hag a vez skrivet er vered ouzh ar c’hroazioù pe ar bezioù. An anv e galleg. Rak difennet e oa an anvioù-bihan e brezhoneg. Ha piv a vije deuet dezhañ ar mennozh iskis da ziskleriañ un anv-bihan e brezhoneg dirak an ti-kêr - ha c’hoazh, n’on ket evit lâred tra-pe-dra diwar-benn afer an« ñ », er mare a-vremañ ! -. Diwezhatoc’h gant tud an emsav, ha dre ar familh« Ar Goarnig » dreist-holl, e cheñcho an traoù. Mersi braz d’ar« Goarnig kozh », an tad. Mes diwezhatoc’h nemetken. Dre-se « Jean-Marie » a zo gwir…ha melestradurel !

An anv pemdeziek implijet gant an dud, gant ar gevredigezh tro-war-dro, gant ar bobl, a veze e brezhoneg, evel-just. Da skouer : ma zad-kozh a veze « Youn » ec’h anv dezhañ, ma mamm-gozh a veze « Chan » hec’h anv dezhi. Mes o anvioù melestradurel dezhe a veze « Yves » evitañ ha « Jeanne » eviti. Nag iskis eo din-me c’hoazh an anvioù…melestradurel. Mat int evit ar paperachoù nemetken, hag evit ar skeudennoù-mervel (a veze moullet evit tud ar familh d’ar mare-se) hag evit maen-greun ar groaz ivez ! Na ’m eus klevet me nemet an anvioù a « Youn » pe a « Chan » digant tud dar vro ! Ar gweladenner estren o pourmen dre veredoù e Breizh, peseurt soñj zo dezhañ o welout tout an anvioù-bihan-se, e galleg ? Me ne ouian ket ! Iskis eo ! Melestradurel eo ! Dre-se, evit an Ao. Perrot, « Yann-Vari » a zo gwir….

Ul lazhadenn bolitikel graet gant « resistanted », mes raktreset ivez gant dorn Moskou

.

Da gentañ-penn an darvoudoù, berrik-berr. Bet e oa bet lidet un overenn gant an Ao Perrot d’an 12vet a viz Kerzu, da geñver Gouel Sant Kaourintin, kentañ patron Eskopti Bro-Gerne, e pempvet kantved, da vare ar Roue Gradlon ha krouidigezh kêr Gemper, ? Kaourintin zo unan eus ar seizh Sant m’eo bet diazezet Breizh warne (cf pelerinach an Dro-Vreiz). Mont a rae gant e hent ar belleg war-droad war-zu e bresbital en-dro, e Skrignag (Menez Are), gantañ e kolist, Raymond, trizek vloaz. A-daol-trumm, eus ar c’hleuz, e stlak un tenn bistolenn. Tizhet er penn, e chom ar belleg war vord an hent, e wad o skuilhañ, e-pad meur a eurvezh, a-raok kuitaat an douar-mañ, da vat.

Youenn Caouissin, en deus savet dirazomp un daolenn eus an dudenn hag eus an darvoud-mañ.

Yves Mervin, en deus savet un daolenn istorel ledan tro-dro d’an darvoudoù. Framm istor ar brezel er prantad-mañ. Gwellañ tra, a soñj din, eo splujañ war-eeun el lev evit ar re a fell dezho gouzout hiroc’h.

Perak ? Soñjit er ger-stur « Feiz ha Breiz » !

.

Sklaer eo d’an holl abegoù an torfed-mañ. Nemet da enebourien ar Feiz ? Nemet da enebourien ar yezh ? Pa seller ouzh buhez Yann-Vari Perrot. Sellit kentoc’h ouzh al luc’hskeudenn- unan eus ar re vrudetañ - a oa bet lakaet e kreizig chapel Sant-Laorañs, a-well d’an holl e-pad an emgav (gwelit e-penn ar pennad-mañ). Nerzh, polontez, spered an den a zo anat, a lavarfen. Un den modern (ar pezhioù-c’hoari digoret d’an holl re yaouank : paotr pe blac’h. Ne vern !). Ur marc’h-labour e oa an den. Gouestl da lakaat ar fiziañs da vleuniañ tro-dro-dezhañ. Hag ennañ ur feiz da vountañ ar menezioù.

Gant-se e c’hellit sachañ kalon ar bobl en heol, koulz ha fallagriezh un toullad a enebourien en disheol. Ne oa ket Skrigneg anavezet evel ur gêriadenn trankilik ha leun a dud a feiz. Ar c’hontrol e oa kentoc’h. Kalz a dud difeiz, abaoe pell (ar vandennad « ruz » o treuzkas Breizh, abaoe kantvedoù, a-raok na vefe eus ar « c’homunism » (ar gomunouriezh, e brezhoneg standard) en ugentvet kantved).

Chomet eo Yann-Vari Perrot 13 vloaz e Skrigneg, pa n’eo ket chomet ar veleien all araozañ nemet 6 vloaz pe nebeutoc’h c’hoazh !

Ar Feiz hag ar vro, neuze. Ar Feiz da gentañ ? Ar yezh da heul ? Daoust hag emañ an eil pouezusoc’h eget eben ? Ne lavarfen-se. Mes donoc’h eo ar feiz (a ziskouez deomp petra eo bezañ den) eget ar yezh (a ziskouez deomp petra a dalv bevañ amañ ha n’eo ket el lec’h all, er mare-mañ ha n’eo ket er mare all).

Evit Youenn Caoussin ne c’heller ket distag an eil diouzh eben e spered Yann-Vari Perrot.

Diaez eo lavarout m’emañ ar vuntrerien muioc’h a-enep ar Feiz eget a-enep ar brezhoneg. Hag hirio, e bro-C’hall a-bezh, pet a dud, a zo a-enep ar Feiz hag a-enep ar yezhoù « rannvroel », war ar memes-tro? An istor-se, n’eo ket ur c’hozh a istor, beuzet e donded istor ar brezel. Gwriziennoù an istor-se (Doue diouzh un tu, mab den diouzh un tu all) a c’heller o c'havout e pep-lec’h war an douar, war hon voul-douar.

Piv a zo bet graet an torfed gantañ pe gante?

Sklaer eo ar respont, bremañ.

. Jean Thepaut eo ar muntrer, resevet gantañ ur sac’had-mat a wenneien evit e dorfed

. Daniel Trellu, gant ur Marcel Dufriche bennak, setu an aozerien.

Gwashañ tra zo: divizet eo bet an traoù e brezhoneg ! Mil mallozh ruz 'ta, e brezhoneg eo bet divizet an traoù ! Hervez enklaskoù ha testenioù dastumet gant Yves Mervin.

Ar goulennoù

Bez e oa marteze un dek-ha-pevar-ugent a zen bennak er chapel, hervez kont. Modern ha graet e koad, n’emañ ken braz anezhi. Dister emañ kentoc’h. Ha ne lâran netra diwar parkañ ar c’hirri-tan, tro-war-dro.

Goulennoù dedennus zo bet. Da skouer :

Goulenn. Un den mat an hini e oa Yann-Vari Perrot, hervez ar skeudenn kinniget deomp hirio [lâret eo bet deomp e c’hellfe Yann-Vari Perrot bezañ laket da Zant, un deiz bennak]. Koulskoude, daoust ha ne oa ket ivez un tu disheñvelik ennañ, daoust ha ne oa ket direbech an den ?

Din-me ez eo hardizh ha dedennus ar goulenn-se. Meur a dra zo ennañ :

Den parfed war an douar-mañ, n’eus ket. Petra a zizoloomp en Aviel ? Pêr - hemañ a vezo ar c’hentañ Pab diwezhatoc’hig - zo bet treitour en ur mod (nac’het en deus Jezuz) e gwashañ momed, pa oe skraped e vestr ha lakaet etre daouarn ar galloud politikel ha relijiel, e Jeruzalem). E-touez an daou laer staget pep-hini ouzh e groaz, kichen-ha-kichen gant hini Jezuz, ez eus bet emzalc’h disheñvel. An eil o kunujenniñ, egile o kaozeal gant Jezuz. Hemañ eo a zo bet lâret diwar e benn : « E gwirionez, m’hel lavar dit, hirio e vezi ganin er Baradoz (Lk 23,43) » !. . An daou zen a veze bet kondaonet d’ar marv (ne lâr ket an destenn perak)! Dysmas eo an anv roet gant an hengoun da unan anezho, eñ hag a zo bet lakaet da Zant, evit ar wech kentañ en Iliz, dre Jezuz ec’h unan ! Ar pezh a dalv un dra evidomp-ni : ur sant n’eo ket un den parfet ! Deomp pelloc’h c’hoazh : Jezuz, Doue ha den dibec’hed, dre selloù ar Feiz gristen, hag eñ an den parfet neuze, daoust hag eo aet ar maout gantañ e pep tra? N’eo ket ! Na pet a ziaezamantoù en deus ranket talañ oute, diouzh a bep tu ! N'eus nemet lenn an Aviel, evit gouzout hiroc’h war poent pe boent.

Pep hini a zo e si dezhañ ha pa vefe ur sant pe dost. Soñjit er c’hrenn-lavar brezhonek : «Pep hini e-neus e si. Hini n’en deus daou en deus tri» ! Se zo gwir war an dachenn bsikologel. Ar santelezh zo un dra all.

Goulenn. Petra diwar-benn an aergelc’h e Skrigneg e-pad ar brezel ? Perak ez eus bet ur vombezadeg war vourc’h diwezhatoc’h (miz Gouere 1944) gant kirri-nij saoznek (RAF / Royal Air Force) ? Peseurt pal evit ar vombezadeg-mañ, e Skrigneg ?

Diwar an aergelc’h e Skrigneg, hon eus bet un testeni prizius digant ur vaouez – ne lârin ket deoc’h he oad… -, lemm he spered, en deus bevet eno e-pad ar brezel !

N’eo ket anavezet pal ar vombezadeg-mañ. Mes hervez Youenn Caouissin, dre ur sell speredel, n’eo ket ar vombezadeg hep liamm gant an torfed graet a-enep da Yann-Vari Perrot. Un doare da ziskouez pegen don e oa ar gouli graet ouzh an Neñv, dre lazhadenn Yann-Vari Perrot? Piv oar ?

Daoust ha posubl eo pardoniñ d’an dorfedourien?
.

MAJ 16vet a viz Kerzu 2023

« Doue d’e bardono », setu ar frazenn hengounel goude ma oa aet d’an Anaon ur gwaz ! « Doue d’he fardono » evit ur vaouez.

Petra dalv-se ? Marteze e vo displegadennoù liesseurt war ar poent-se... Evidon, ar frazenn-se a ziskouez e veze ar bobl, splujet e sevenadur Breizh, fiziañs a-walc’h ganti evit goulenn ma vefe an hini aet en tu all pe d’an Anaon, digemeret gant an Doue - marteze en ur vont gant e/he hentig ur «prantadig» (lakomp, n’eo ket aes liammañ amzer ouzh an afer-se), ma vefe dav dezhañ/dezhi. An hentig-se o vezañ anvet Purgator e gerioù kristen - ? Ar pezh zo sur, n’eo ket an Doue a lakaio ur skoilh en hon enep. Ar frazenn-se a zispleg splann pegen prest eo an Doue d’hon digemer, gant ma vezimp hardizh a-walc’h evit-se, evit asantiñ antreal er Vuhez. Hardizh a-walc’h, pe c’hoazh simpl (eeun, didroidell meur a gêr zo e brezhoneg) a-walc’h. Setu.

Goude kemennadenn ul lenner ez eo deuet din ar soñj eus istor Maiti Girtanner (distagañ ar silabennoù « Gi » hag « er » e doare vrezhonek), houmañ ur yuzevez yaouank, arzourez war ar c’hoari piano ha graet ivez war-dro ar Resistañs. Ha hi, gwall-jahinet gant ur mezeg nazi, e 1943 just a-walc’h, betek gouzañv hep ehan e-korf peurrest he buhez. Un darvoud divoutin-tre, e 1984 a ra disparoc’h c’hoazh an istor-se. Dre ez eus anv eus ar pardon, etreze ! Ur film (« Résistance et Pardon », gant Michel Farin, e 1998. Dre ne c’heller ket e gavout ken e vefe ur mennozh mat adembann anezhañ e doare niverel) zo bet graet war an istor-se, hag em boa gwelet anezhañ pellig zo (siwazh ne vez ket kavet ken evit prennañ) hag ul levr ivez (memes tra, ne vez ket kavet ken). M’emañ ar c’hoant ganeoc’h prederiañ diwar-benn ar pardon, kit da frifurchal war internet tro-dro anv Maiti Girtanner .

N'eo ket toud. Graet ez eo bet droug e-keñver Breizh, hag ar brezhoneg. A-du emaon gant al lenner (trugarez dezhañ da vezañ meneget diouzhtu ur frazenn dam-sklaer diganin, ar pezh a anzav.) Deomp-ni da genderc’hel gant ar yezh. E-keñver Breizh ez eo dav din menegiñ ar gêr «emrenerezh», addeuet nevez zo e-barzh ar jeu politikel a-vremañ. Ouzhpenn Breizh zo. Ur gudenn a vez kavet e pep-lec’h war hon blanedenn. Penaos reiñ dieubidigezh a-walc’h d’an dud a teu eus ur wrizienn all, e-korf ar stadoù politikel, treset-didreset e doare spontus a-wechoù ? Hollvedel eo ar gudenn-mañ. Me ne ouian ket an dazont, mes n’eo ket echu an Istor

Petra d’ober?

.

« Yann-Vari ¨Perrot: un abbé de son temps, pour notre temps », hervez Youenn Caouissin.

N'eo ket bet klevet ar yezh e-pad ar goulennoù, siwazh. Deuet e oa tud a bep seurt, hag a-bell a-wechoù. Kredapl braz, al lodenn vrasañ anezhe ne ouie ket ar yezh, pe pas a-walc'h evit sevel goulennoù e brezhoneg.

Ar pezh zo c’hoarvezet e Naoned. (Aziliz Gouez ha Naonediz all, a dra sur) a ziskouez deomp e c’hell ar brezhoneg kaout un diorren e kerioù braz evel Naoned (voir notre article) hag ivez e kêrioù bihan dre ar vro a-bezh, evel-just.

Overennoù e brezhoneg. Bez ez eus bet overennoù e brezhoneg er chapel-mañ, un toullad bloavezhioù zo. Perak ne vefe ket adlañset an traoù? Ul lodenn eus dazont ar yezh a vo e kêrioù bras ha Kemper a c'hell sachañ an dud tro-war-dro.

Gerioù

Kolist enfant de choeur

Levrioù

. Abbé Poisson – Jean-Marie Perrot - rakskrid gant Chaloni Falc'hun, 1955, 258 pajenn - IDBE evit pellgargañ (digoust),.pdf

. Youenn Caouissin « J’ai tant pleuré sur la Bretagne », Via Romana, 2017, 568 pajennad, n’eus ket ken evit prennañ.

. Youenn Caouissin « Yann-Vari Perrot, une âme pour la Bretagne », rakskrid gant Ao ‘n Eskop Centène, Via Romana / Ar Gedour , 2021, 342 pajennad.

. Yves Mervin « Jean-Marie Perrot, 12 décembre 1943, un crime communiste », 2023, 490 pajennad.

Levrioù all zo ivez…. Rak n’eo ket al levrioù a vank war an dachenn-mañ… Hag e brezhoneg ? Frazennoù, lec’h pe lec’h, e-barzh levr Henri Poisson. Pouezus eo ken brav e oa brezhoneg Yann-Vari Perrot.

Lec'hiennoù

. devoirdememoireenbretagne (blog Yves Mervin)

. Ar Gedour (pajennad Youenn Caouissin)

. Eskopti Kemper ha Leon

. idbe-bzh.org (Institut de Documentation Bretonne et Européenne)


Vos commentaires :
Emglev An Tiegezhioù
Dimanche 22 décembre 2024
Doue d'e bardono ha d'e vuntrerien !
E zrouklazh a skeudenn evidon drouklazh ar Vreizh brezhoenk kristen erlec'hiet gant ur Vreizh gall ha dizoue. Setu perak ez eo ur skoilh e vuntridigezh evit kalz a dud. Un tammig evel drouklazh ar roue Loeiz XVI en istor Bro-C'hall. Ur vro «tad-lazherez» (Paricide) eo Bro C'hall. Gant muntridigezh Yann-Vari Perrot o deus ar gomunisted lazhet hon tad speredel.
Pelloc'h ez in : bez e oa an hini diwezhañ e prosesion sent hor bro a-hed hec'h istor. Ur vro a oa disheñvel krenn diouzh patrom bro-C'hall an dud dizoue ha troc'herien bennoù. Da betra 'ta stourm hiziv evit ur Vreizh ha na vefe ket kristen ha brezhonek ? Koulz mont e galleg hag emezellañ el lochoù masonek da sachañ bruzunoù evit Breizh. Lod en «Emsav» a ra...
Tepod Gwilhmod

Laorans ar Bloa
Dimanche 22 décembre 2024
D'am sonj sklaer eo an abergou ar lazherezh. Hep brezhoneg Breizh n'eo ket Breizh atav. Pa goulenner ganin pehini zo poueusoc'h ar feiz pe ar Yezh, «N'eo ket memes tra pediñ e brezhoneg hag e galleg» respont a ran.

Gwilhmod
Dimanche 22 décembre 2024
N'eo ket ar memestra peogwir ez eo ar brzhg yezh da galon. Petra eo pediñ ma n'eo ket bezañ «kalon ouzh kalon» ?
Un diforc'h krenn a zo etre ar feiz hag ar brezhoneg (pe Breizh) : Ar feiz a ziskouez ster ar vuhez, ha Breizh pe ar yezh ar benvegoù «fiziet ennomp gant Doue», a lavarfe YV Perrot, evit mont trema ar pal.

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 0 ?