Breizh a Gan 2011 e Gwened

Musique publié le 3/11/11 17:37 dans Cultures par Le Guillou Armelle pour Le Guillou Armelle
https://abp.bzh/thumbs/23/23731/23731_1.jpg
Skritell Breizh a Gan 2011.

30ved Breizh a Gan e Gwened

Lazoù-kanañ deus Breizh a-bezh e Gwened evit lidañ kan e brezhoneg !

D'ar Sul 4 a viz Kerzu 14 laz-kanañ, da laret eo tost 700 kaner, deus Breizh a bezh en em gavo e Gwened adaleg 2e, evit gouel meur kan e brezhoneg.

Adaleg 2 eur : 3 sonadeg digoust war porzh Gwened

• chapel Sant-Fransez gant

- Gwalarn Uhel (Gwitalmeze)

- Allah's Kanañ (kampion Breizh e 2010 ha 2011)

• Auditorium ar Garmes gant

- War Raok (Ar Baol)

- Océanis (Trégont)

• chapel C'hoarezed Sant Loeiz

- Kanomp Ar Vro (Sant Brieg)

- Kanerien ar Goëlo (Sant Ke Porzh Olued)

- Les Choralines-Korholen (Bro Gwennrann)

3 eur : Bale deus ar porzh beteg Palez an Arzoù, heuliet gant sonerien

3 e 30 : Sonadeg krouidigezh e Palez an Arzoù

Dizoloit krouidigezhioù skrivet gant 7 rener laz-kanañ evit he strollad war ur barzhoneg skrivet gant Tugdual Kalvez.

Hag abadenn diwezhañ gant 14 laz-kanañ :

700 kaner evit lidañ 30 bloazh Breizh a Gan dre kinnig tonioù kanadegoù Breizh brudetañ : Kan evit ar Peoc'h, An aval hag ar C'haliz, Ar c'hornog ruz…

Evit mont e darempred :

Sonadegoù e-barzh chapelioù porzh Gwened : digoust, perzh distal.

Sonadeg meur e Palez an Arzoù : 15 €

studierien, tud dilabour 10 €

digoust – 12 vloazh

Titouroù : (voir le site)

Ragprenañ : 06 32 29 79 29 pe kanompbreizh@wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 5 ?