« — Tostait, koantennig... a zalc'he hennañ da lâret a-vuzul ma strake e c'houriz.
Stanket e oa ar paourkaezh Anna a-dreñv an daolig. N'helle ket monet gwall bell hag en em welet a rae tapet etre daouarn lous ar gevnidenn vil a dostae hag a dostae, difonn, difonn. Kiliñ a raas un tammig c'hoazh. Strebotiñ a raas doc'h an daolig ha koll a raas he c'hempouez arre... »
Pa gej Anna, studierez e Skol-Veur Roazhon gant Helen ar Gembreadez, e tro he buhez d'ul luziatez hag e ranko mont betek penn gant red diroll an darvoudoù...
■