Bodadeg-veur : Ur burev nevez evit Re Yaouank an Unvaniezh Demokratel Breizh

Communiqué de presse publié le 19/01/11 19:10 dans Politique par Mona Bras pour Mona Bras

E lokal an UDB, hag-eñ war ober c'hoazh, ha dindan kadoriadelezh Julien Le Bot e-karg a-nevez abaoe kendalc'h Plañvour (dibenn 2010) e oa bet dalc'het bodadeg-veur Re Yaouank an UDB.

Ur burev nevez c'hrouet, pevar den ennañ, dilennet gant ar stourmerien a oa deuet :

– Julien Le Bot (Sant-Carreuc), kargad, kannad hag ezel burev politikel an UDB evit Re Yaouank an UDB ;

– Peggy Le Bihan (Karaez), eil-gannadez, e darempred gant ar mediaoù vrezhoneger ez-resisoc'h hag e karg eus an darempredoù etrevroadel ;

– Gwendal Rioual (Gwengamp), sekretour e karg eus ar c'habalerezh, ar vuhez stourm, skignañ an titouroù: blog, mediaoù hag all... ;

– Gael Briand (An Oriant - Roazhon), e-karg gant ar c'hazetenniñ.


Strolladoù labour all a zo bet savet a-benn merañ donoc'h-donañ lodennoù liesstumm un engouestl yaouank en ur strollad.

Gouestlet e vo obererezhioù re yaouank an UDB d'an dilennadegoù kanton betek miz meurzh. Pe 'giz dañvez dilennad, pe 'giz skoazeller eo mennet mat ar re yaouank da gaout o pouezh er c'habalerezh-mañ.

Dibenn sizhun stourm o tont re yaouank an UDB a vo dalc'het e Kemper d'ar c'hwezek hag ar seitek a viz Ebrel 2011. Evit lakaat e anv, kit e darempred gant :  jeunes-udb@udb-bzh.net ha 02 96 61 48 63.

Embannet e vo e-pad ar prantad-pouezus-mañ penaos e vo lakaet e pleustr un obererezh nevez-flamm ha breizhad, evit re yaouank an UDB.

Echuet eo bet an devezh dindan arouez ar frankiz etre ar pobloù. Ur vanifestadeg kenskoazellañ ar bobl tunizian a oa bet dalc'het dirak ti-kêr Roazhon. Kemeret perzh enni gant re yaouank an UDB ha leizh a blijadur diwar-se... pennad o tont diwar kement-mañ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 1 ?