Un emvod a-bouez evit hor yezh a zo bet dalc'het er Faoued d'al lun 19 a viz Gwengolo 2011. Kinniget eo bet ar gevredigezh Bod Kelenn (savet e miz Gouhere) d'an holl ha lisaet an niver a izili hag a berzhidi e kuzul merañ ar gevredigezh hag er burev.
Setu graet an taol: goude 2 viz hepken, e kont Bod Kelenn 35 ezel, 10 anezho o vezañ perzh eus ar c'huzul merañ ha 7 o kemer perzh er burev. Hag emeur o aozañ bodadoù a bledo war bep a dachenn gant an izili oberiant.
Mennet e oa ar gevredigezh da embann e youl da gas hor yezh war-raok e Bro ar Roue Morvan en em led (hag en em lod) a bep tu d'ar stêr-Elle etre Kerne ha Bro-Ereg, e gwalarn departamant ar Mor-Bihan, kantonioù Gemene, Gourin hag ar Faoued ouzh e ober – d.l.e Bro Pourled, Bro Chtou hag ul lodenn eus Bro an Aven.
Tizhet eo ar pal peogwir eo bet degemeret kerent eus an teir skol brezhonek, koulz prevez ha foran, a gaver er pastell-bro.
Ur rouedad kehentiñ a fell da vBod Kelenn bout. Sag ar bolitikerien, da skouer, a zo bet aketus o heuliañ an emvod pe o kemenn deomp o sell a-du a-raok. Harp prezidant ar gumniezh kumunioù (Bro ar Roue Morvan) hon eus resevet, koulz hag hini 2 gKuzulier Rannvro, 3 c'hKuzulier Meur an 3 c'hanton, ha 4 Maer.
Spi mat en deus Bod Kelenn da zont a-benn da vodañ ha da gedalañ e pep lec'h er vro-se, en tu all d'an enebiezhioù hengounel, da lakaat hor yezh hag ar c'helenn anezhi da vont war-raok da vat e Bro ar Roue Morvan.
Gwendal Weber, kadoriad Bod kelenn,
hag Erwan Rouz, eilkadoriad e karg eus ar c'hehentiñ e brezhoneg.
■Ne ma ket breton braù ha kaer er broieù a gontant deomp anehe e faota dehe harpein ha sikour meid poeson en nasionalism, ne laramb ket.
Chete peh e lara er re goh : «Aveit taped luhern pe gad e ma red saùel mintin-mad.»