Bodad lenn e Naoned e miz Here

Communiqué de presse publié le 8/10/10 7:55 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve

D'ar 25 a viz Gwengolo eo bet plijet izili Kentelioù an Noz gant distro bodad-lenn ar gevredigezh. Goude daou viz o tizoleiñ « Laenneg, medisin » hag/pe « Aada ha Narki » e oa koulz ar varnadenn! Tro o deus bet al lennerien da eskemm alioù ha soñjoù diwar-benn pep a zaou levr skrivet gant Goulc'han Kervella.

D'an 22 a viz Here o do tu al lennerien da vont pelloc'h c'hoazh : gant degemer rener Strollad c'hoariva ar vro Bagan e Kreizen Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) Sant-Ervlan e c'hallint kejañ ouzh ar skrivagner e-unan.

Gant plijadur e tabuto hag e responto Goulc'han Kervella da evezhiadennoù e lennerien entanet.

Ar bodad-lenn a vez kinniget ur sadorn bep miz hanter e KDSK tro-dro da zaou levr. Evit kaout muioc'h a ditouroù e c'hallit mont e darempred gant Kentelioù an Noz

dre bellgomz : 02 40 20 39 74

pe dre bostel : kann@netcourrier.com

KDSK

13 straed an Armolud,

Sant-Ervlan


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 3 ?