Bloavezh mat d'an holl gant sonerezh, dañs, plijadur !

Annonce publié le 2/01/23 10:52 dans Libre propos par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/56/56613/56613_1.jpg
Ur bloavezh a grog fall ba bro Kemperle...
Cheñch tu, sonerien a youl-vat o stourm war bep dachenn (265 vues)

Teñval e vo moarvat an dazont e Breizh, met chom a raio ar blijadur da vout 'sames, da gaout sonerien ha danserien a feson, tud prest da blantañ reuz, ha da stourm war bep dachenn !

A-drugarez da Zastum, d'ar bagadoù, d'ar sonerien, d'ar ganerien... eo chomet bev mik, daoust d'an enkadenn, d'ar grip, d'an dour beuz ha d'ar sec'hor, ar blijadur d'en em welout, da bakañ ur banne 'sames, da zañsal ur plinn pe ur fisel... Gant ma vo er vro-mañ strobinellerien, konterien marvailhoù, barzhed, sonerien a lako e dilhad Sul ur vuhez pemdez hep eoul maen, hep tredan, hep beajoù e karr-nij, gant tud a zo gouest da brederiañ buan war un dazont da ijin diouzhtu...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 3 ?