Bloavezh mat d'an holl ganerien !

Communiqué de presse publié le 6/01/14 1:24 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Setu ur profig evit an holl a blij dezho kanañ e brezhoneg gant ar mestr bras, Youenn Gwernig

Deuet e oa e miz Genver 1996, evit an eil Taol Kurun. Lentig, treuzet en doa sal ar C'hoad Kaer gant ur bern tud o saludiñ anezhañ, fromet bras. Ne c'helle ket mont war raok, gant ar mor a dud en doa c'hoant stardañ e dorn dezhañ, lavarout ur gerig.

D'ar mare-se ne ouien ket pegen pouezus e oa levezon Youenn e touez an holl arzourien, ar vrezhonegerien, barzhed, kanerien, skrivagnerien. Skrivet en doa e saozneg hag e brezhoneg pa oa divroet e New York.

Ha ne gosha ket an tonioù aozet gantañ, an doare folk da ganañ, ur c'hoari simp-tre gant ar gitar, hag ur brezhoneg brav, yac'h, tonioù simpl da ganañ holl asambles en un davarn pe er familh, pe gant mignoned, evit ar blijadur da vout aze, na mui na maez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 3 ?