Blev ruz blev du

Rapport publié le 15/03/10 16:42 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/17/17769/17769_1.jpg
rngn4kd8d6wug4mx.mp4

Brav an abadenn mesk ha mesk kinniget gant Brigitte Kloareg e kerzh ar festival Barzhoniezh bro Kemperle.

Pedet he doa Daniel, lenner e brezhoneg, Pierrot, ha Josée, ur gonterez bro Martinik, kejet ganto he doa bet e Brest, evit un abadenn gouestlet da Aime Cesaire.

«Blev du, blev ruz», setu Marion ar Faoued o kenvevañ e kreoleg, ha brezhoneg gant Lumina Sophie, ganet e Martinik, e penn an dispac'h, barnet e oa bet div wech evel «rouanez ar strollad, ar feulsañ, an terruplañ mestrez ar vandennad tud, a lakae tan e pep lec'h»..

Ganet eo ur paotrig dezhi en toullbac'h, kondaonet oa bet d'ar bagn da viken. Marv da 31 vloaz, e 1872. Marv Marion ar Faoued, ganet Marie Tromel e 1717, barnet ha krouget e 1755.

Ur brav a labour kaset da benn e ti Hippolyte, war bord ar stêr Laita. Fromus an destenn, ha fromus ivez al lodenn a zo bet da c'houde gant perzhidi o lenn barzhonegoù e teir yezh (kreoleg, brezhoneg, galleg) goude bezañ bet evet ur werennad rhum bro Martinik.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 2 ?