Biskoazh kemend-all... ur staj brezhoneg evit ar grennarded

Article publié le 4/05/12 15:56 dans Cultures par Katell Chantreau pour Katell Chantreau
https://abp.bzh/thumbs/25/25809/25809_1.jpg

Eus an 18 d'ar 27 a viz Eost 2012 e vo kaset an eil staj Biskoazh kemend-all ! le breton c'est d'la balle er Chapelle-Nevez, ur staj brezhoneg ijinet hag aozet a-ratozh evit ar grennarded 12-17 vloaz.

Dibar eo ar staj-se pa vez bodet gantañ tud yaouank barrek walc'h war ar brezhoneg dija (skoliataete Diwan pe er c'hlasoù divyezhek), reoù all a oar un tammig (skolidi bet en hentennoù divyezhek pe a heuilh kentelioù brezhoneg diret), ha deraouidi. 19 stajiad ha 5 buhezour oa en em gavet e Plijidi e miz Eost 2011 da-geñver dalc'h kentañ ar staj BKA, bet skoazellet gant ar Redadeg.

«Ac’hanta tudoù ! C’hoant ’peus da zeskiñ un tamm brezhoneg pe mont war-raok gant ar yezh ? C’hoant ’peus da c’hoari ha da c’hoarzhin, da dabutal ha da farsal, gant tud yaouank a bep seurt ? Setu ur staj hag a vo mat deoc’h.

Div eurvezh kentel brezhoneg a vez bemdez (live 0,1,2) : yezhadur, distagadur, troioù-lavar, c’hoarioù roll... Ha goude ? Kaout un tañva d’ar c’hanoe pe d’ar c’hung-fu, aozañ ur valeadenn war droad pe war varc’h-houarn, fardañ meuzioù lipous asambles, prientiñ un nozvezh kabared dreistordinal, kemer perzh e beilhadegoù dic’hortoz (den-bleiz, KKK, sonerezh diroll...). Plijadur vo, sur ha n’eo ket marteze !

Digor eo ar staj d’an holl skolajidi ha liseidi (ar re gouest da gomz brezhoneg flour hag an deraouidi).»

Titouroù hag enskrivadennoù : centre-foret-bocage@wanadoo.fr ; 02.96.21.60.20

Fotoioù ha videoioù ar staj 2011 : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 7 ?