Best seller Herve Lossech : 50 000 skouerenn !

Présentation de livre publié le 22/12/10 9:52 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20903/20903_1.jpg

Bez e vo moullet 55.000 skouerenn a-benn ar 27/12 . Hervez an embanner ez eus bet gwerzhet un tu all de 27.000 skouerenn d'an devezh a hiziv. Da lavaret eo : ur miz hanter goude m'eo deuet er-maez ha daoust ma vefe manket ingal e kement stal ma oa bet lakaet e gwerzh. An dud a lamm warnañ. Ur burzhud pa lavaran deoc'h. 

Ur bern traoù en deus klevet Herve Lossech digant an dud :

Da skouer, frazenn ur vaouez war-dro 80 vloaz : «Alors, main'nant on a droit de parler comme ça»

Un den, stourmer evit ar brezhoneg abaoe pelle en deus lavaret dezhañ : «graet ho peus muioc'h en ur miz evit ar brezhoneg, egedon e-pad ugent vloaz stourm» ...

Alies e vez klevet gantañ ar gerioù :« fierté, déculpabilisation, déshinibition, identité., racines, mondialisation...»

Tost da nav den war zek  a zo kontant-tre pa ginnig Herve ur sinadur e brezhoneg (tud kêr kenkoulz hag e parrezioù bihanoc'h). «Da soñjal a zo war se. Ne vez ket taolet evezh a-walc'h marteze ganeomp, dre m'emaomp re e-barzh ar jeu pe etrezomp, ez eus ur bern tud all tomm gant ar bzg ivez. Kalz muioc'h hag a vefe soñjet d'am soñj», eme Herve.  

Un dra all : Plijout a ra kement al levr e Brest, en Oriant, Sant Brieg, Gweneg ha memes e Roazhon. Ar pezh n'am befe ket soñjet biskoazh.

«On ne le vend pas, on le distribue » a vez klevet.

Ur frapad diaes e vo betek an 27/12 evit kaout al levr, met goude e tlefe bezañ kempouez an traoù. 

Ur bern sinaduriou en deus graet e pep lec'h. Hag ur bern tud divroet a oa laouen da gaout al levr-se. 

Setu perak en deus soñjet an embanner brudañ an afer kostez Paris hag er c'hêrioù bras adalek  miz Genver. 

Ha setu «Bretonnismes» deuet da vezañ best seller mare Nedeleg 2010..


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 6 ?